Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War divaskell an istor : testeni Michel Breton

Gant Michel Breton
Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor

Testeni Michel Breton diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Me oa o tiwall ar saout er foennog e-kichen, hag em eus gwelet an avion o tiskenn. Eno e oa gwez elv a oa war ar c’hae hag e welan atav ar gwez neuze, an hini gentañ a zo diveget un tammig ; da c’houde an avion en deus troc’het anezho betek an douar el lec’h ma oa bet pilet an avion da c’houde...

Da c’houde p’edo pilet neuze me ’m eus laosket va saout o-unan kwa hag aet da welet. Aze am eus gwelet Marcel Gall oc’h en em gaout. Me hag ar re all a oa en em gavet dija. An dud en em gav dillo a-walc’h. Met anaoudek a rankez bezañ dija eus un avion evit gouzout edo ur pilot e-barzh. Koulskoude aze e oa o labourat Marsel. A-benn ur pennad da c’houde em eus gwelet ar pilot o tont er-maez (...)

O, n’edo ket bet pell. Ha pa’z eo deuet er-maez neuze, ar pilot a zo komañset da c’haloupat. Hennezh kredapl a soñje e c’hellje bezañ bet un eksplozion pe un dra bennak. Memes lod eus ar re a oa eno a lavare domaj eo ne vije ket gellet kuzhat anezhañ eus ar Boched. ’Mod-se ne vije ket bet paket ganto. Met ne oa ket amzer. Pemp munut da c’houde edo en em gavet ar Boched e-barzh ar foennog. Ar bourk ne oa ket pell. Marteze en deus graet daou c’hant metr, pe tri c’hant metr, ar pilot o c’haloupat, o vont kuit, o tec’het eus an avion. Me ’soñj hennezh a ouie d’ar poent-se e c’hellje bezañ un dra bennak, un eksplozion bennak. Ne’m eus ket gouezet na klevet yañ, met gwelet an tan e-barzh an avion da c’houde neuze. Marteze e ouezit penaos eo kroget an tan e-barzh ? Marteze eo Marcel Gall en deus laosket an tan e-barzh pa’z eo aet ar pilot kuit ? Ne ouzon ket. Met da c’houde eo kroget an tan e-barzh.