Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War divaskell an istor : testeni Jean-Louis Rolland

Gant Jean-Louis Rolland
Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor

Testeni Jean-Louis Rolland diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Bez’ edomp ’tro 500 metr eus al lec’h m’eo bet pilet ar c’harr-nij. P’hon eus gwelet anezhañ o pilat ec’h omp aet gant ur mignon da welet. Me oa e Keroullidig. Ha me ’m eus soñj mat edomp o kargañ greun. Ha staget hon eus al loan ha neuze ec’h omp aet gant va mignon. Ha pa ’z omp en em gavet hon eus gwelet pelec’h e oa bet pilet ar c’harr-nij da vat. Marcel Gall a oa o tennañ al levier diouzh ar c’hokpit. Hemañ a seblante bezañ pennvezvet. Kaset en deus anezhañ war vord ar ganol. Hag aze en deus lavaret deomp : “Arabat deoc’h chom amañ. Tarzhañ a raio marteze.”

Ur wezh al levier er-maez hon eus gwelet an Alamaned oc’h en em gavout. Daou Alaman war velo. Ha harzet o deus al levier. Ha goude-se omp distroet, rak al loan a oa e-unan-penn gant hor c’harrad ed.