Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War divaskell an istor : testeni Anastasie Le Borgne

Gant Anastasie Le Borgne
Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor

Testeni Anastasie Le Borgne diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ni a oa o tornañ e Kerzulog e ti va c’hoar ha va breur-kaer. Hag e oa ’ken kirri-nij partout. Met ni ne raemp ket a van evit gwelet kirri-nij, abituet e oamp da welet kirri-nij. Ha kentañ giz klevet : “Hu ! unan a zo pilet.” Setu da c’houde ’omp aet da welet. Hag edo o vont kuit gant an Alamanted, o vont etrezek Keroullidig edo gant an Alamanted, ar prizonier kwa. Ha Marcel Gall, an dud a lavare eno : “Ho, eüruzamant eo en em gavet Marcel Gall, Marcel Gall en deus gouezet tennañ anezhañ kuit diouzh ar stern.” (…) Stag e oa en e garr-nij ivez kredapl. Marsel a oa bet pilot, hag a oa e retret pilot d’aviation. Setu e ouie an doareoù, kwa. Ha da c’houde, ne ouezan ket peseurt dervezh e oa, pe d’ar Gwener, pe da… ne ouezan ket peseurt derverzh e oa… D’ar Sul omp bet o welet hag e oa leun a dud eno e-barzh ur ganol petra, restell ganto, o fouilh, o klask tammoù eus ar c’harr-nij. Tammoù tôl a deue ganto, tammoù mika pe me ’oar petra. O, me n’on ket aet da lakaat va zreid eno, dour lous ’giz ma oa c’hoazh.