Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War divaskell an istor : testeni Vincent Guillerm

Gant Vincent Guillerm
Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor

Testeni Vincent Guillerm diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

VG : Me ’m boa dek vloaz ha va breur 16 vloaz hag a oa o kerc’hat greun 150 metr d’eno o kargañ gwinizh dac’h savadelloù ’barzh ar c’harr hag hor boa gwelet ur c’harr-nij o vont etrezek ar mor, izel a-walc’h. Hag a-raok e oa bet un tamm strak ganto, bombardamant ganto e-giz ar “Boched” oc’h atakiñ anezho. Hag ar c’harr-nij o vont neuze ha gwelet anezhañ o tont, ur roudenn du war e lerc’h. “O, lavar Antoine, hennezh ne’z aio ket da bell.” Hag eñ war-eeun etrezek ar mor. Ha pegeit da c’houde, pe quelques minutes ou cinq minutes : “Yo, lâr Antoine, ’mañ erro warnomp.” Erru e-fas, kwa.

Ha dac’h bourk Gwiseni betek Keryar n’eus bet dale ebet gantañ oc’h en em gaout. Ha d’an ampoent, wouupl, ar c’harr-nij o paseal warnomp hag al loan a oa aet betek an douar gant an déplacement d’air. Kredapl-bras en doa bet aon pe un dra bennak. Ha, o va Doue, quelques secondes da c’houde, 150 metr marteze, pe 200 metr pe 100 metr, petra, rrraaaaa. Un tamm trouz hag edo pilet eno e-barzh ar ganol. Ha ni esaeañ kas ar gazeg hag ar c’harr e-kichen ar c’hleuz, da stagañ al loan eno. P’edomp en em gavet eno, Marcel Gall en doa, d’ar poent-se, tennet ar pilot er-maez.

Goulenn : C’hwi ho peus gwelet Marcel Gall oc’h ober an dra-se ?

VG : Noñ, gwelet anezhañ o vont en-dro evit ar c’harr-nij alumiñ e vriket.

Goulenn : Ha piv en deus graet an dra-se, ar pilot peotramant Marcel Gall ?

VG : Ar pilot.

Goulenn : E peseurt stad oa d’ar poent-se ?

VG : Ne c’hellan ket lavaret kalz. Me ’gav din e oa un tammig bihan kignet, o nebeut, nebeut. Hag un den brav edo ha bras. ’Toare edo asomet kwa ha Marcel Gall, ’toare, en doa da zistagañ anezhañ ha tennet anezhañ er-maez kwa.

Goulenn : Ha c’hwi ho peus gwelet anezhañ o tizreiñ war-zu ar c’harr-nij evit lakaat an tan e-barzh ?

VG : Ya, hag e rae an dra-se deomp, sin mont kuit, ober sin deomp, kwa. Met eno e oa bet eksplosioñ, da c’houde, an dra-se a oa ar munisionoù kredapl.

Goulenn : Pa’z oc’h en em gavet war blas ne oa ket en em gavet an Alamanted ?

VG : Ha noñ, noñ, noñ, ha me ’m eus gwelet ar pilot e-unan eno. Ha, petra, Laurent Berthou, tad Jeanne, da lavaret : “Ma vije gellet kuzhat anezhañ.” Met entretant ar Jestapo o tont hebioù ar foenneier, armet e-giz-se. Me ’m eus gwelet hemañ o sevel e zaouarn.

Ha petra, fouilhet tout. Da c’houde, neuze e oa lakaet da vont ganto, pegen trist e oa evit an dra-se, daou pe dri jestapo, alaman kwa, o vont war-raok ha daou pe dri all hag a yae war e lerc’h gant o fuzuilhoù e-giz-se. Da bakañ hent Brendaouez, hebioù ar foenneien eno.