• Gant Étienne Cabon
• Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor
Testeni Étienne Cabon diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
An dervezh-se, da lavaret eo d’an 3 a viz Eost, me ’gav din, d’ar bloavezh 1943, an dra-se eo ? Ya. Na’m boa ket soñj ken peur e oa. Bez’ e oa kalz a girri-nij, oc’h en em gannañ an eil ouzh egile. Re vras, re vihanoc’h o tennañ hep ehan koulz lavaret. Ha d’an ampoent, me a oa war al leur, e-barzh an atant, an ti-feurm a lavar lod, hag em eus klevet trouz ar c’harr-nij o tont eus kostez ar mor, koulz lavaret eus kostez ar skol el lec’h m’emaoc’h-c’hwi (da lavaret eo Skol an Aod).
Ha pa ’m eus troet va fenn e kave din e oa o vont da bilat e-barzh ar park e-kichen, diouzhtu. D’an ampoent em eus gwelet un Alaman gant ur fuzuilh o redek e-barzh ar park o vont dirak ar c’harr-nij. Ha me peogwir edon va-unan er gêr. 12 vloaz am boa d’ar poent-se. E-pad an eost ne veze ket boteier en hon treid. Aesoc’h galoupat pa ne vez ket boteier. Surtout pa veze boteier koad d’ar poent-se, n’eo ket boteier-lêr e oa. Setu war va zreid e-giz-se, war-lerc’h an Alaman ivez da welet e pelec’h e oa aet ar c’harr-nij. Ha kaer em boa redek ha redek : “Gast, hemañ zo aet pell”. Me ’gave din e oa pilet e-barzh ar park diouzhtu. Ouzhpenn ur c’hilometr pelloc’h. Setu me a oa aet war an hent da c’houde betek Keroullidig. Hag en em gavet e Keroullidig em eus gwelet tud o vont etrezek Keryar, en tu all d’ar ganol. Setu me ’m eus treuzet ar parkeier, ur park-labour da gentañ, ha da c’houde on en em gavet e-barzh ur foennog. Hag em eus gwelet e-touez ar gwez un tammig eus ar c’harr-nij met ne oa ket droad da vont e-kichen. Gwelet em boa ivez ar gwez war ar ganol a oa bet troc’het gant askellioù ar c’harr-nij. Setu e-giz-se eo ar c’harr-nij en deus gellet mont war ar ganol hag eo chomet eno e-touez ar gwez, ar gwez haleg.
Hag e-barzh ar foennog, a-raok ma oan en em gavet, em boa gwelet dija 4 pe 5 Alaman gant ur fuzuilh ha tapet ganto pilot ar c’harr-nij, ur paotr yaouank war-dro 22 pe 23 bloaz, marteze, d’ar poent-se. Unan bennak en doa lavaret din e oa ur C’hanadian. Lod all o deus lavaret da c’houde e oa un Aostralian. Ne ouezan ket. Kazimant touch-ha-touch on bet e-giz-se en e gichen. Met an Almanted a oa tostoc’h c’hoazh setu ne’m boa ket gellet chom.
Kentañ em boa klevet, da c’houde, gant an tan ar munusionoù o strakal. Setu p’hon eus klevet an traoù o strakal e-giz-se , ni hon eus kemeret aon ha n’hon eus ket goulennet petra oa ha dipadapa ha me d’ar gêr va-unan a-dreuz ar parkeier. Setu aze ne’z eus ket kalz muioc’h a dra da lavaret deoc’h.
Memes tra, ar pilot en doa bet chañs peogwir edo o chom, daou pe dri c’hant metr pelloc’h, ur pilot aeronaval, deuet war e leve, hag en doa gwelet ar c’harr-nij o pilat, hag a zo deuet diouzhtu, d’an ampoent. Hag en deus gellet tennañ ar pilot er-maez. Kredapl ar pilot en doa paket un taol. Setu (eñ) hanter abafet. Ne c’helle ket dont er-maez eus ar c’harr-nij. Setu Marcel e kav din eo a anv, Marcel Gall, n’on ket sur a-walc’h, eo en deus tennet anezhañ er-maez. Ha da c’houde en deus klasket mont kuit gantañ da guzhat anezhañ, met an Almanted a zo en em gavet a-raok. Setu n’en deus ket gellet mont da guzhat ar pilot. Hag ar pilot a zo bet aet kuit, da c’houde, gant an Almanted. Ne ouezan ket peur na penaos.
Ar pezh a c’hellan lavaret ivez : va breur, koshoc’h evidon, pevar bloaz, d’ar poent-se, a zo aet an dervezh war-lerc’h gant e gamaladed da welet ar c’harr-nij. Hag em eus soñj, Albert Jestin a oa e anv, kamalad da va breur Laurent, en doa degaset gantañ ar batri eus ar c’harr-nij. Hag ar batri en deus servichet e-barzh an ti peogwir ne oa ket a elektrisite c’hoazh d’ar poent-se. Betek fin ar brezel ez eus bet gellet kaout gouloù diwar ar batri deuet eus ar c’harr-nij e-giz-se.