• Gant Joseph Gall
• Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor
Testeni Joseph Gall diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me e oa e-barzh ur foennog o tiwall ar saout. Hag e oa bet emgann gant an avionoù ’barzh en aer, o tont dac’h a Vrest. Ha da c’houde ne oa ket trouz ken. Ha ni sellet en neñv da welet hag-eñ ne oa netra ebet. Ha gwelet un avion o tont a-drezek bourk Gwiseni. Ha ne oa tamm trouz ebet gantañ. ’benn ar fin e oa pilet e-barzh ur foennog e-kichen al lec’h m’edon o tiwall ar saout (Foennog Louis Berthou, Keryar) e-touez an elv ha troc’het gant e askelloù ha pilet e-barzh ar foñs, e-barzh an dour. Ha ni en em gavet trumm diouzhtu, añfin, kichamant. Hag e oa tud, dija, deuet dac’h a di Berthou, hag o doa c’hoant tennañ ar pilot er-maez. Hag an dud a oa o c’houlenn ur gontell. Hag en em gavet Tonton Marcel hag a oa pilot gwezhall. Hag en deus dilivret ar pilot ha deuet er-maez. Ni oa yaouank c’hoazh hag e sellemp, met ne’z aemp ket tost. Met diouzh gwelet, ar pilot a oa un tammig drol, kwa. Hag en doa c’hoant ma vije kuzhet a gav din. Met hennezh a oa o kaozeal gant Tonton Marcel hag ar re all. Me n’ouzon ket. Hag a-benn ar fin, ne oa ket bet pell oa en em gavet ar Boched dac’h a Vrendaouez hag a hent Plougerne. Setu aze, da c’houde, e oa bet kaoz hag en tu-mañ hag en tu all ha da c’houde eo aet (ar pilot) gant an Almanted. ’Oa ket bet amzer da guzhat... Pelec’h e vije bet kuzhet peogwir eo en em gavet an Almanted diouzhtu, kichamant.
Ha neuze, pa oa pilet, ivez, o ya quelques secondes da c’houde, e oa bet un avion almant hag en doa piket da lavaret pelec’h edo kwa hag e oa aet, da c’houde, etrezek Brest. Hag ouzhpenn em eus ankounac’haet lavaret deoc’h, pa’z eo deuet (ar pilot) er-maez un tammig bihan da c’houde, Tonton Marcel a oa aet en-dro e-barzh an avion. Hag a… me ’m eus klevet lavaret e oa aet da gerc’hat ar parachut. Me n’ouzon ket. Met an tan en doa kroget en avion da c’houde, pas pa oa pilet war ar mor (dour). Ha me am eus klevet, da c’houde, met na’m eus ket gwelet : Tonton Marcel en doa bet c’hoant da gaout ar parachut en noz hag e oa bet tennoù warnañ.