Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War divaskell an istor : testeni Jeanne Falhun

Gant Jeanne Falhun
Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor

Testeni Jeanne Falhun diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

E penn-kentañ an abardaevezh edon er porzh. Un emgann etre kirri-nij a oa hag e kleved trouzioù tennoù. Bez’ e oa un dornad kirri-nij a-us da vaezioù Kerlouan, ’kostez Lanveur, etre Kerlouan ha Plouneour-Traezh, daou gilometr a-dreuz-kaer eus du-mañ. Hag ur pezh mell krogad a oa etre tri pe bevar c’harr-nij. A-daol-trumm em eus gwelet ur c’harr-nij o tont warnomp, war-zu hon ti-feurm. Galvet em eus mamm, neuze. Er gegin edo. Hag edomp hon-div o sellet outañ. Kalz a voged a oa. Ha douaret en deus ar c’harr-nij er ganol, e-kichen ar poull-kannañ, du-mañ. An holl dud a zo deredet neuze. Un dervezh-dornañ a oa e ti Kastell (Lunven, hiziv-an-deiz), e Kerlergon. O vezañ ma oa e-kreiz an abardaevezh eo bet gwelet an emgann-se gant meur a hini hag an holl a zo deuet d’ar red betek al lec’h-se. Al levier a oa un den yaouank. Da’m soñj e oa un Aostralian. Un den yaouank-flamm, koantik-tre, e oa, blev gell dezhañ. Soñj am eus. Ha semplet e oa al levier. Hag e-touez an dud a oa e-kichen hor poull-kannañ e oa Marcel Gall, ul levier war e leve. Hag hennezh en deus roet ur fasad pe zaou dezhañ da zisemplañ anezhañ. Hag ur wezh graet se en deus skoazellet anezhañ d’en em dennañ diouzh e garr-nij. Ha n’en deus bet fallaenn ebet. An Alamaned a zo en em gavet a-dreuz ar parkeier, met eus an tu all d’an hent, pe dre hent Brendaouez pe dre gKervelere... Tri anezho o deus kaozeet gantañ. Seven e oant. Hag ar paotr a zo aet d’o heul ken seven all. N’eus bet tamm bec’h ebet etrezo. Goude-se n’hon eus bet keloù ebet diwar e benn, siwazh, rak laouen e vijen bet o c’houzout petra e oa deuet an den-se da vezañ. Met bremañ eo re ziwezhat. Dav ’vije bet klask abretoc’h.

Un dra dreist all a zo bet a-berzh al levier yaouank. Gwelet en deus en doa paket un taol hag eo deuet war ar renkennad gwez a oa eus an daou du d’ar ganol. Dibennet en deus anezho. Hag a-drugarez d’an dra-se n’eo ket bet lazhet an den ha n’eo ket kouezhet ar c’harr-nij en ur park. Ur mailh war e vicher eo bet. Ha d’ar poent-se ne oa ket semplet peogwir ne oa nemet ar gwez-se tro-war-dro hag en deus douaret war ar poull-kannañ sioulik. Hag aze eo en deus paket an taol en deus lakaet anezhañ da semplañ.

Ha goude-se ez eus bet ur strollad Alamaned, pevar pe bemp den yaouank, a zo chomet da gampiñ en ur c’hraou e Keryar da deurel evezh ouzh ar c’harr-nij. An holl dammoù anezhañ, boledoù hag all, a zo bet tennet kuit. Ne chome netra ebet ken.