• Gant Yann Gerven
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Danevell skrivet gant Yann Gerven hag embannet el levr Ifern yen ha merc'hed klouar e 1995 (embannadurioù Al Liamm). Lennet gant Yann Gerven.
POELLADENNOÙ D'OBER
A) Lenn ha selaou an danevell ha respont d'ar goulennoù
1. Perak, d'ho soñj, e « oa bet pedet holl dud ar vourc'h da vont da zebriñ sivi war ar maez evit netra ! » e 1940 ?
2. Pelec'h edo bugale Soaz Kerzadiou d'ar poent-se ?
3. Petra a sachas evezh Soaz pa welas ar soudard yaouank a oa o chom e ti Viktorin Gourvez ?
4. Petra e oa anv ar soudard yaouank-se ?
5. « Ken ne c'hellas ket miret a gomz dirak Nonn Cheun ar Boureller, ur beg spilhenn ma oa unan er barrez. » Displegit an dro-lavar « beg-spilhenn »
6. Perak e tenn kement ar soudard yaouank da Yann, gwas Soaz, ha d'he bugale, hervez Nonn Cheun ar Boureller ?
7. Displegit ar frazenn « Bazhvalanet e oa bet gant un amezeg. »
8. Petra a lakae Soaz da vezañ nec'hetoc'h-nec'hetañ pa wele ar soudard yaouank ?
9. Petra he dije bet ezhomm gouzout Soaz evit gellout bezañ sur eus he martezeadenn ?
10. Petra a zeuas ar soudard yaouank da vezañ ?
B) Skrivañ
Soaz a fell dezhi skrivañ ul lizher d’he merc’h a zo o chom e Toulon evit kontañ dezhi petra c’hoarvez ganti abaoe donedigezh an Alamanded e Plougastell.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Soñj ’m eus bezañ bet graet un astez enklask gwechall, pa oan c’hoazh er skol e Plougastell, diwar-benn ar bloavezh 1940. Moarvat ’m boa klevet klemmoù hag huanadoù, doare un arme estren oc’h aloubiñ ar vro, doare ar wazed pell eus ar gêr, war vor ar peurliesañ, pe neuze un tu bennak en Afrika, met ar pezh on chomet da zelc’her soñj anezhañ eo an testeni-mañ gant ur vaouez kozh, aet da anaon abaoe :
– 1940 ? Gast, ar bloaz-se eo e oa bet pedet holl dud ar vourc’h da vont da zebriñ sivi war ar maez evit netra !
Ha diouzh he daoulagad e komprenen e oa bet test d’ur burzhud, hag e chomfe bev ar burzhud-se en hec’h eñvor he buhez-pad.
« Ar burzhudoù kaerañ, adlenn an Aviel ma ne gredez ket ac’hanon, n’int bet c’hoarvezet nemet ur wech », a lavaras din abaoe un den a Iliz, un dro ma oamp en e bresbital en-dro d’ur voutailhad Saint-Yorre, abalamour d’e Ulcus gastricum. Dipitet ma oan o santout dour sall hepken o tiskenn a-hed ma gourlañchenn, ’m boa meneget un eured, gwechall gozh, en ur gêr vihan anvet Kana, ha respontet e oa bet din ar frazenn uheloc’h.
Setu, ar bloaz ma oa erruet ar burzhud-se e Plougastell e oa erruet ivez ar Wehrmacht, ha Soaz Kerzadiou, hanter souchet a-dreñv he bolejoù, a sellas gant enkrez ouzh al lifreoù glas divalav o kerzhet d’ar paz soudard hag oc’h aloubiñ ar vourc’h. Soñjal a rae moarvat en he mab henañ Jozef, a oa aet kuit da Vro-Saoz un nebeud devezhioù a-raok war vourzh an Amiral Courbet, en he hini yaouankañ, Adolfig, a oa war al Lorraine en Alexandria, en he merc’h Suzy a oa e Toulon, dre ma oa he mab-kaer eno war ar Foch, ha ne rae ket van gant ar sivi o vreinañ er parkeier. Hag an dud yaouank lifreoù glas-mañ a deue da gemer plas tud yaouank ar barrez, hag evit ur prantad mat, ken buan all ; ne oant ket heñvel ouzh re ar barrez : en tu-hont d’o lifre disheñvel, e oa muioc’h a vlev melen hag a zaoulagad glas en o zouez. Ne seblantent ket ken drouk ha ma oa bet lâret ivez : ne zebrent ket ar vugale vihan ha ne droc’hent ket daouarn ar merc’hed yaouank. Deuet e oa ur c’halz anezhe d’ober o annez e Plougastell dre ma oa tost-tre ouzh Brest, ar porzh-brezel, ha peogwir e oa ret lojañ anezhe, e oa bet ret sellet oute ha kaout un tamm darempred gante ivez.
Remerket e voe unan gant Soaz, unan hag a zegase soñj dezhi eus he faotred : memes blev rod, memes daoulagad gris, memes bizaj. O lojañ e oa ar soudard e ti Viktorin Gourvez, a-dal da di Soaz war-bouez nebeut, setu homañ a wele anezhañ alies a-walc’h, hag ur frealz e oa eviti sellet ouzh ar paotr yaouank-se. Re alies e veze-hi o vagañ soñjoù du, o huanadiñ d’he Adolfig bihan du-hont en Afrika, ha c’hoazh ma vije bet amañ e vije bet sellet a-dreuz outañ abalamour d’e anv-badez, piv ’oar, an dud zo ken sot, gwelloc’h e oa dezhañ chom el lec’h ma oa, ha Jozef, e Bro-Saoz, ur vro milliget ma oa unan abaoe taol Mers-el-Kebir hag en doa graet meur a intañvez er barrez. Sederaat a rae memes tra pa wele ar soudard yaouank o tistreiñ d’an abardaez. Klevet a reas e anv-bihan, Erich ; ne gave ket gwall vrav an anv-se, met sañset e vez kavet ken stank du-se ha Yann pe Glaoda dre zu-mañ. Daou pe dri bloaz warn-ugent en doa, etre Jozef hag Adolfig, neuze.
Ken laouen e veze Soaz pa wele ar paotr yaouank-se hag a denne kement d’he bugale – ha d’he gwaz Yann ivez, d’ar mare m’he doa graet anaoudegezh gantañ – ken ne c’hellas ket miret a gomz dirak Nonn Cheun ar Boureller, ur beg spilhenn ma oa unan er barrez. Bezañ chomet da dreiñ he zeod seizh gwech en he beg ivez ! rak homañ all a respontas :
– Ya, re wir eo, heñvel-mil eo da’z pugale, Soaz. Met Yann, Doue d’e bardono, a oa bet prizoniad en Alamagn ivez, ne oa ket ?
– Geo, eme Soaz, e-pad pevar bloaz, met...
– O, eme teod flemm eben, e korf pevar bloaz e c’hell c’hoarvezout kement a draoù...
Ha setu nec’het Soaz. Ma, sapre Yann ivez memes tra, Yann ha ne oa ket aze ken evit dislavaret komzoù eben, marv ma oa daou vloaz a-raok goude un hir a gleñved. Daoust hag-eñ e oa bet o fistoulat deus tu kotilhonoù ar merc’hed eno ? Ar re-se a oa o gwazed war an talbenn ivez, gwir eo ! Met Yann n’he doa ket klevet ger ebet war seurt-se gantañ. Ken tavedek ma oa ivez... Hag hi, n’eus forzh penaos, ne selaoue ket anezhañ bep gwech ma komze. Pa oa yaouank ne oa ket troet kalz gant ar merc’hed ; ar c’hontrol, kentoc’h... Bazhvalanet e oa bet gant un amezeg, ha goude-se e oa bet ret dezhi bec’hiañ c’hoazh evit e zegas dirak an aotrou maer... Memes tra he doa soñj eus ar mod ma ’c’h ae an traoù en-dro etreze pa oa distro eus ar brezel... Ha lakaet Adolfig e roud ! Tri bloaz ha daou-ugent en doa Yann neuze. Daoust hag Erich a oa bet lakaet e roud er mod-se daou pe dri bloaz a-raok ? Ha bep taol ma wele ar soudard yaouank e kave un dra bennak dezhañ hag a denne da zoareoù Yann : e stumm da gerzhet, da gribañ e vlev, da c’hwitellat, ha betek e daol-mouezh pa save e viz en nec’h da lâret : « Glo ! Glo ! »
Soaz ne gouske ket ken. Petra n’he dije ket roet evit gouzout eus pelec’h an diaoul e oa deuet ar soudard yaouank ken heñvel ouzh he gwaz ! Nann, n’ae ket mat an traoù ganti tamm tout ebet : a-wechoù e tremene eizhtez pe bemzektez hep na rafe avaloù-douar ’n o sav na da greisteiz na da goan goude m’he doa er gêr amann teuz ha soav, setu e oa en ur stad truezus gant he fatatez kroc’hen hag all. M’he dije gouezet c’hoazh e pelec’h e oa ganet Erich, met ne gredas ket goulenn gwech ebet. Ha ’forzh penaos, ne ouie ket e pelec’h e oa bet Yann prizoniad, setu ne vije ket bet avañsetoc’h dezhi.
Hag ar vuhez a dremenas, ha dont a reas an nevez-amzer 1941. N’an ket da gontañ deoc’h souzadeg armeoù Mussolini en Albania, goût a rit koulz ha me e voe ret da Hitler kaout rannoù arme fresk ha rannoù arme fresk c’hoazh evit dont a-benn eus Yougoslavia, eus Bro-C’hres, hag evit klask lakaat e grabanoù war Rusia. E-touez ar re gentañ ez eas kuit Erich, ha petra a chomas anezhañ ? Moarvat ur bez en unan eus tachennoù-emgann Kreiz-Europa, hag e kalon ur vaouez kozh, marteze, ur gleizhenn e stumm ur pik-goulenn ?