Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

War an talbenn e Diksmuide e 1915 (Yannig Kerleon, danevell)

Gant Gwenole Bihannig
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Danevell skrivet gant Yannig Kerleon hag embannet e Al Liamm niv. 330 e 2002. Lennet gant Gwennole Bihannig.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

An noz a-raok, ar vartoloded o doa klasket skrapañ gant ar fozioù alaman, hanter-kant metr dirazo. Met tomm e oa bet d’o lêr, hag ouzhpenn ar re c’hloazet e oa chomet pemp korf marv etre an div linenn. O gwelout a raed, kouezhet war o c’hof pe o c’hein, pe tamolodet warno o-unan, evel m’en doa o c’havet ar marv. Ha ken ranngalonus e oa ar gwel eus ar c’horfoù-se ma soñjas d’an ofisourien e vefe gwelloc’h o lemel kuit evit kalonegezh ha startijenn an emgannerien. Met penaos kas an taol da benn hep aberzhiñ buhezioù all ouzhpenn ?

An uhelgarter a reas e soñj da c’houlenn div eur harz-brezel evit dastum ar c’horfoù. Met penaos kas keloù d’an enebourien eus ar goulenn a raed ? Skrivet e voe ar mennad war un tamm lien gwenn, ha savet al lienenn a-us ar fozioù ha troet war-du an Alamaned. Kement ha ne oa ket c’hoazh deuet mat an deiz, an enebourien n’hellent ket lenn hag en em c’houlennent petra ’oa ar penefi-se, savet a-us linennoù ar C’hallaoued. Kregiñ a rejont da dennata war an tamm dilhad gwenn-se a oa o fichañ en avel, met pa c’helljont lenn ar skritell da c’houloù-deiz e harzjont trumm da dennañ.

Ar sioulder a zeuas war-lerc’h an dennadeg. Dre granelloù ar fozioù-difenn, pep hini a spie e amezeg rag-eeun dezhañ. Goude un hantereur bennak hag a seblantas dezho hir-kenañ e voe klevet an Alamaned o youc’hal : « Kamerad, Kamerad, komm ! »

Ur vouezh a savas en ur galleg disi : « Camarades, venez chercher vos morts, n’ayez pas peur, on ne tirera pas sur vous. »

Ar vartoloded ne gredent ket en em ziskouez. Ha ma vije un taol-gwidre ?

Dre sellout dre ar granell avat, e weljont o enebourien savet war rizenn o fozioù pe ilinet a-wel dezho hag oc’h ober sin da dostaat. Kement-se a roas fiziañs dezho d’en em ziskouez d’o zro. Divizout a rejont gant an Alamaned eus an doare d’en em gemer evit dirouestlañ ar gudenn. « Ra zeuio pevar ac’hanoc’h », eme an ofisour alaman, « diharnez ha diarm, ne raimp droug ebet deoc’h. »

Ar mestr Mallegol ha tri martolod a yeas war o fouezig betek kreiz an div linenn da gerc’hat ar pemp korf marv. Eus an daou du, ar stourmerien a selle, sabatuet ouzh an daolenn ken dic’hortoz. Bep an amzer e veze un huchadenn eus un tu d’egile da reiñ keloù pe d’en em zaeañ.

« N’helloc’h ket gounit ar brezel ! »

« Koulz e vije deoc’h en em zaskor diouzhtu ha saveteiñ ho puhez. Diouer a raio ar bevañs deoc’h. »

« Ni hon eus boued ha bitailh evit bloavezhioù », a responte ar re all, « ha gwelloc’h eo hon armoù eget ho re-c’hwi. »

Echu e oa dezougen ar c’helanoù kent dibenn an div eur arsav, ha soudarded alaman ha martoloded c’hall a gendalc’he da vreutaat pe da genvreudeuriañ war an dachenn. An Alamaned a ginnigas kelaouennoù ha boutailhadoù bier, ar vartoloded a ginnigas bara, gwin ha butun. Azezet edont war al leton pe da vihanañ war ar pezh a chome anezhañ, etre an div foz, o reiñ keloù pep hini eus e vrezel hag eus ar pezh a ouient eus dibunadur an emgann, an eil o klask levezonañ egile. Pell ’oa edo tremenet an div eurvezh arsav, hag ar marvailhoù a gendalc’he eus un tu d’egile.

Kroget edo an holl da grediñ e oa echu ar brezel da vat. E tu ar C’hallaoued, ar post gourc’hemenn a oa war un duchenn, pemp kant metr bennak a-dreñv d’o linenn gentañ. Hag ac’hano e weled ar pezh a c’hoarveze war an araok. Souezhus e kavent ar monedone etre an daou du. Ur c’habiten a voe kaset war al lec’h da lakaat un tamm urzh en traoù. Degouezhout a reas kounnaret ruz ha kunujennoù leizh e c’henoù :

« N’hoc’h eus ket a vezh o taremprediñ hoc’h enebourien, enebourien ho mammvro ? N’oc’h nemet treitourien. Dellezek oc ’h da vezañ fuzuilhet. Met tennit ’ta warno, al loened brein-se. »

Ar vartoloded o doa lavaret d’an Alamaned sachañ o skasoù ganto ha mont d’ar goudor en o fozioù. Int o-unan a oa distroet buanañ m’o doa gellet d’o zoulloù. Dirak fulor an ofisour, darn a grogas aon enno hag a dennas war an tu all met etrezek an nec’h da virout a c’hloazañ den ebet. Hogen echu e oa an hunvreadenn a beoc’h. En desped dezho e tleas pep hini adkregiñ en e fuzuilh ha mont adarre gant red ar brezel gant e arvarioù hag e lazherezh.