• Gant Daniel Carré
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Danevell skrivet gant Loeiz Herrieu hag embannet e Dihunamb niv. 258 e miz Kerzu 1932. Lennet gant Daniel Carré.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
A-c’houde daou zeiz ha div noz ne zihan ket ar potarnoù hag an obuzoù a gouezh àr Jumigny. O c’hlevet a reer é tonet diàr lein menez Oulches, ’vel kizher arajet. Miaoual a reont, pep unan hervez d’e vrasted, hag e tarzhont uhel, izel, e kement lec’h a zo. Lod a ya e-barzh an douar d’en em goll, en ur ober « Pouk », ’vel ur maen ponner taolet er mor.
Henoazh emañ noz en Nedeleg 1914, ne vo ket kanet en ilizig skourret aze, doc’h tor uhelenn Paissy : Peoc’h àr an douar…
Brezel a zo get an dud ; brezel garv, brezel euzhus ; Brezel mezhus ivez : bugale Doue doc’h en em euveriñ a pa zo gourc’hemennet dezhe en em garout.
Sebouret eo an holl dindan ar barrad potin. Soudarded ha tud ar vro, rac’h emaint er spont hag en aon, é c’hortoz marse bout dispennet a dammoù. Nag ur vuhez !
Stevan an Du a zo, get ur c’henseurt dezhañ, é lojiñ e ti div c’hoar, chomet er vourc’hig-mañ en desped d’ar brezel.
Lezet eo Stevan amañ d’e gompagnonezh aet du-se trema koad Foulon, evit gouarn boued ha traoù e genseurted.
Da c’hortoz monet d’en em astenn er c’hav, àr ar feskad gwinizh brein, ar greun é kellidiñ enne, emaint o-fevar é tiviz en-dro d’an daol. Komz a reer a noz an Nedeleg, ag an oferenn a greiznoz, a vodoù bro pep unan. Lagadennoù heol ar c’houn àr dristidigezh ar vuhez pemdeziek…
Hag e klevont morzhol-orloj kozh tourig an iliz é kouezhel, daouzek gwezh doc’htu, àr arem ar c’hloc’h faoutet d’ar brezel.
Mall e vo monet da Gêrhun.
Savet int. En un taol, setu ar fenestr é tonet en ti, tan ifern dirak o daoulagad. E-kreiz ar gwer torret, ar moged, ar glustraj eilpennet, rac’h an dud a dec’h en ur vlejal.
Unan neoazh n’en deus ket gellet achap ; Stevan an Du eo hennezh. Astennet eo dindan an daol, gwad é poulliñ dindan e benn, dindan e zivhar. Pennvezvet eo d’an taol. Fichal ne c’hell ket mui. Dihun eo hag e kav getañ emañ é hunvreal. Gwelet a ra é puniñ en-dro dezhañ traoù e vro, an dud a anav, e blac’hig.
En un taol e kav getañ emañ e iliz e barrez, e Lanngweltaz. Un ilizig gozh, gozh, izel ha kloz. Leun eo an iliz a dud ha, doc’h aoter santez Anna, e wel daoulinet ar pried hag ar plac’hig en deus kuitaet pemp miz zo. Heñvel eo getañ spiiñ delwenn santez Anna é fichal ; astenn a ra he dorn trema e vaouez hag e lâr dezhi komzoù na gompren ket.
Ha setu bremañ un trouz bras, ’vel ma ra an avel é fardiñ er siminal : un obuz arall… Son a ra an orglezoù en e benn hag e klev an iliziad tud é kanal d’ur vouezh :
« Pe trouz ’zo àr an douar… »
Kreskaat a ra ar c’han, fonnapl ’vel trouz ar potarnoù bras a-gentizh ma tostaont. Tevel a ra ar c’han ; trouzal a ra e benn ’vel pa vehe tarzhet ; dizouaret eo, hag e ya da gouezh da dal an oaled. Un obuz arall c’hoazh…
Un taol kri a achap getañ.
Àr-lerc’h, trouz ebet. Trouz ebet nemet kleier bihan a glev é son, hep arsav, en-dro dezhañ, e-tal e zivskouarn, en diabarzh ag e benn ; kleier bihan, kantoù anezhe.
A-nebeudigoù e ya trouz sklintin ar c’hleier àr wanaat, ’vel a pa vehent é pellaat, é pellaat… Ne glev mui netra.
Bremañ e kav getañ emañ é teval en un toull don, don ha teñval ha yen.
Hirisiñ a ra.
Vatet eo…
An deiz àr-lerc’h, da bemp eur, emañ kavet eno get soudarded degouezhet a-nevez. E genseurt a zo dispennet, marv ; an divhoar gwallaozet.
Gronniñ a reer e benn hag e c’har hag emañ bountet er c’hentañ karr a dremen àr an hent é vonet àr-dreñv. Astenn a rer ar c’haezh Stevan àr ar plouz, e daon ar c’harr, leun a re gwallaozet.
Ha setu ar roñseed é krapiñ tukenn Cuissy d’ar pevar zroad, ha goude, Kammdro ar Marv, skubet noz ha deiz get tennoù ar Jermaned kuzhet àr hent an Intronezed.
Horos ar c’harr a laka ar geizh a zo e-barzh da zamantiñ ha da c’harm get an droug ; ken nemet Stevan ha na glev ket mui e hini.
Emaint àr hent Œuilly, goude àr hent Fismes.
***
Àr-dro kreisteiz emañ divatet Stevan. Emañ en ur gwele ; astennet eo, brevet e gorf, ponner, ur souezh ! e benn. Nend eo ket evit er sevel diàr an treuzplueg. Etaltañ e wel ur soudard, ur paper getañ, prest da skriv. Komz a ra moarvat, rak fichal a ra atav e ziweuz, met komz ebet ne stok doc’h skouarn Stevan. Ne glev grik en-dro dezhañ, daoust da voned-doned an dud, ken ’met trouz ur ruchennad gwenan é labourat en e benn.
« Bouzar on perchañs, » a soñj-eñ. Bouzar, ya, hag oc’hpenn : n’en deus mui soñj a netra, netra ebet. Petra ’zo erru getañ ? N’her gouer ket. E-menn emañ-eñ ? Nend eo ket evit el lâret. Emañ ’vel pa vehe e tegouezh àr zouar ar bed-mañ.
Ne anav den ; ne gompren den…
Get ober àr e dro neoazh, e teuer da aesaat d’e benn. Get e c’har e vezer pelloc’h. Dav eo fojellat lies enni, evit tenniñ anezhi an tammoù potin, an tammoù pilhot.
Klevet a ra ivez en-dro dezhañ get ur skouarn hepken. Met kamm e chomo a-hed e vuhez.
Lies e teuer àr e dro, d’en aters, da gomz getañ. Ne gompren netra. Ankouaet eo dezhañ ar gerioù a servij da vab-den da wiskiñ e soñjoù. Goulle eo e benn, goulle-kaer, ’vel hini ur c’hrouadur é tonet ’barzh ar bed.
Dre hir amzer neoazh, e teua da gompren ar pezh a vez goulennet getañ hag en em laka, eñ ivez, da zispleg e berr gerioù ar pezh a soñj, ar pezh a oui. Ar pezh a oui ! Met ne oui ket mui netra, netra, netra. A pa c’houlenner getañ e anv, a-beban emañ, e pe rejimant e oa… e sav e zivskoaz, bamet ; soñj ebet n’en deus mui.
Paper ebet naket, ne gaver àrnezhañ, hanter diwisket mah oa bet d’avel an obuzoù é tarzhiñ.
Hag emañ dav ober ul levrig dezhañ, get niverenn e wele, 202, e-lec’h e anv, da c’hortoz an deiz e teuay, marse, soñj dezhañ en-dro. Daou-gant-daou a reer anezhañ beta-goût.
Miziadoù e chom e Fismes. Na hir e kav-eñ e amzer àr ar gwele-se. Penaos e vehe dezhañ er berraat ? Etre e vuhez tremenet hag e vuhez a-vremañ eh eus ur vagoar uhelsavet ; ur vagoar zu plaen, ’vel teñvelded ur bez. E amzer tremenet ? Ha bout en deus bet-eñ un amzer arall ? Ne wel ket. An amzer da zonet ? penaos e vehe dezhañ soñjal enni ? Penaos sevel un ti mar ne hues diazez dezhañ…
A-nebeudigoù neoazh en em gustum ivez d’en em soñjal en-dro, é sellet dre fenestr ar c’hlañvdi, doc’h an heol é c’hoari e barroù dizelet ar gwez haleg-mor, steudet du-se, trema Fismette, àr-ribl ar Vesles, ha heñvel doc’h skubellennoù, gwezh argantet, gwezh alaouret, gwezh ruz, hervez splannder an heol.
Plijadur en deus, ’vel ur c’hrouadur en e gavell, doc’h o gwelet é cheñch liv. Hag a pa zeua d’an heol chomet kuzhet, e kav getañ emañ forc’het ag un dra bennak dleet dezhañ. Kogus a dremen diàr e spered neuze ha forzh aes e c’houelahe, ’vel ur c’hrouadur.
Ha pa zo bet tu dezhañ d’ober hent emañ douget d’an tren ha kaset trema ar C’huzh-Heol, du-se da Vreizh, pell doc’h trouz ar brezel.
En ur c’hlañvdi e Naoned emañ diskennet. Eno ec’h echu donet da vat. Eno ivez moarvat e vo dav dezhañ chomel, goude ma vo aesaet dezhañ. D’e-menn e yahe-eñ, a pa ne ouier ket a-beban emañ, na piv eo, ma mar en deus ur gêr.
Klevet a ra re ’rall, kenseurted dezhañ, é komz ag ar gêr, ag o zud, ag ar re a garont. Emberr e yaint d’o gwelet. Doc’h an tu-se c’hoazh eh eus ur vagoar zu en e spered : ne wel-eñ dezhañ kêr ebet, na kar, na par…
Ha neoazh ! Perak e vehe-eñ disheñvel doc’h ar re ’rall ?
A pa zeua dezhañ kompren e pe stad truek emañ, e tarzh ur c’hwezenn yen àrnezhañ. Chourikal a ra e zent get ar c’haz enep d’ar re en deus-eñ taolet er vuhez-mañ. Daeroù a strimp ag e zaoulagad hag e c’houel.
Un deiz, e-pad ma oa ’vel-se gwasket e galon d’an anken, e wel é tostaat dezhañ un ofisour yaouank, gwallaozet eñ ivez. Azeziñ a ra e-tal Stevan, àr ar vric’h, e liorzh ar c’hlañvdi. Hag ec’h esae distan da galonad ar c’haezh 202 get komzoù karantezus.
Na zoujit ket, a lâr an ofisour dezhañ. Displeget e zo din ho stad spontus ha truez am eus doc’hoc’h. Ne veet ket dilezet. Chomel a reet amañ betak ken ne c’helleet en em gas. Neuze e vo aesaet din-me ivez. C’hwi ’zeuay genin d’am zi. Bout em eus un ti e Naoned, ur vaouez, bugale.
C’hwi a sekouro kempen an ti ; paeet e veet. A pa vo roet ho pañsion deoc’h, rak soudard ne veet ket ken, e kaveet atav lec’h geneomp. Goude ar brezel, mar choman bev, e yaimp rac’h d’am bro, da Vreizh-Izel, ur vroig kaer ha didrouz a blijo sur deoc’h.
Sourriñ a ra arre an daeroù àr ar c’haezh Stevan, met vad a reont dezhañ an taol-mañ. Kavet en deus ur galon hag en deus truez doc’h e anken ; un den hag en deus karantez doc’htañ.
Nag ul levenez !
Graet eo bet ’vel m’en deus lâret dezhañ an ofisour. Setu-eñ bremañ en un tiig diamen, tost da gêr, eürus ’vel n’en deus soñj bout bet biskoazh. Emañ eno get tud vat ; nend eus ket hanter anezhañ, dreist pep tra ar vugale. Gwir eo e laka-eñ ivez e holl albac’henn d’ober plijadur.
Monet a ra an ofisour kuit hag e chom e-unan get ar vestrez. Dre bep div wezh e teua ar mestr d’ar gêr.
Hag e ya ar brezel d’e hent, gozik hep goût dezhañ.
***
E Lanngweltaz ivez emañ gwelet ar brezel é vonet d’e hent ; met nag a zaroù a zo bet skuilhet an deiz ma oa deuet ar person, ur goubanvezh-noz, da skeiñ àr zor tiig plouz Bejeb an Du, er vourc’h, tostik-tra d’ar vered.
Fall zoere a oa get ar person an deiz-se, hag a-raok ma en doa komzet eh oa bet dav da Vejeb azezet àr ur gadoer. He c’halon a lâre dezhi e oa kouezhet ar gwall àr he zi.
Kollet e oa Stevan an Du a-c’houde noz an Nedeleg, tri miz kent. Hañni n’helle lâret petra ’oa degouezhet getañ. Anat ebet ne oa kavet anezhañ e Jumigny. Marse e oa lazhet, marse gwallaozet, marse tapet d’an enebourion. Hañni ne ouie.
Nag ur tarzh kalon evit ar gaezh vaouez ! Brasaet ur glac’har evit he merc’hig Anna !
Met petra ober ? Doc’h an dud ne oa ket kalz a goñfort da glazh : e-leizh a re-’rall, er vourc’h, àr ar maez, a oa en he stad. Pep unan en devoe e groaz da zougen, skañv pe ponner. Goueliñ, pediñ. Ne chome mui get ar mammoù, ar priedoù, ar vugale, nemet an daou ziskarg-se d’o c’halonadoù bar.
Hag e ti Bejeb an Du, lies e veze gouelet ha bemdez e veze pedet. Bemdez e veze goulennet get santez Anna degas d’ar gêr an hini kollet.
Piv ’oui ? Marse emañ prizonour ?
Graet en devoe ar gaezh vaouez ar soñj-se ha klasket e oa bet àr-lerc’h Stevan e kement kognell a zo er Germani.
Netra.
A-dal an deiz-se en devoe lakaet mat Bejeb en he c’hredenn eh oa intañvez. Ha dehanet he devoe a c’houlenn get santez Anna degas dezhi he fried en-dro. Bremañ e pede evit repoz vat e eneñv, rak marv e oa hep arvar.
Annaig neoazh, get he feiz degeij ha he fiziañs krouadur, ne venne ket krediñ eh oa marv he zad.
Ma mamm, a lâre-hi lies, ne gredan ket-me emañ marv ma zad. Santez Anna en deus eñ gouarnet, kement ’vel ma hon eus pedet hon-div. Un deiz bennak e teuay en-dro, c’hwi ’welo…
Un deiz bennak ! Setu daou vlez, tri blez, pevar blez brezel tremenet hag an deiz bennak-se, atav nen deua ket.
Setu arsavet an dud d’en em lazhiñ : doere ebet atav. Setu ar soudarded é tonet d’ar gêr : den ! Degouezhet eo ar re prizonet er vro, ha Stevan nend eo ket deuet gete…
Ar wezh-mañ ne dalv ket mui gortoz hag àr galon Annaig e vale, meur a wezh, koumoul du an dizañspoar. Ha neoazh ar person a lâr dezhi derc’hel da bediñ. « Piv ’oui ? a lâr-eñ ; traoù ken souezhus a weler bemdez er gazetoù : tud é tegouezh ha ne oer ket mui engortoz anezhe ! Galloud santez Anna a zo bras ha madelezh an Aotrou Doue brasoc’h c’hoazh ».
Met siwazh ! emañ ar blez àr-lerc’h ar brezel éc’h echu ha den ne zistro.
***
Erru eo deiz an Nedeleg. Lakaet en deus ar person en e soñj kanal an oferenn a greiznoz : ar wezh kentañ a-c’houde ar blez 13. Daoust d’ar begin, jourdoul a zo e-mesk tud ar barrez. Desket e zo d’ar vugale skol kanal an nouelennoù kozh.
Ur c’hraouad loened nevez, hag ur Mabig Jezuz, ur Werc’hez, ur sant Jojeb, aeled daoulinet, re ’rall é nijal doc’h gomennoù, ur steredenn argant luc’hus ha traoù arall c’hoazh a zo bet kaset d’ar person get tudjentil maner ar Gozh-Lez. Graet en deus an aotrou ar brezel penn-da-benn, hep bout gwallaozet ken ’met ur wezh hag, evit trugarekaat Doue, en deus vennet reiñ un dra bennak d’iliz e barrez.
Donet a ray d’an oferenn a greisnoz get e diad. Da vintin, an deiz kent Nedeleg, emaint degouezhet er maner, goulle a-c’houde blez ar brezel.
Son a ra daou gloc’h ar barrez a-gloc’had. A gement toull hent a zo e tibouk er vourc’h bandennoù tud é vonet d’an iliz a weler é splanniñ du-se dreist kroazioù ar vered.
Setu tudjentil ar maner : an aotrou, an itron, daou grouadur, ur mevel, ur vatezh. Monet a reont da gemer o lec’h e pank ar maner, du-se, e kazeal an iliz, a-dal d’aoter santez Anna.
Ag an tour, àr o goar e teval en iliz daouzek taol hanternoz.
Emañ ar person doc’h an aoter.
Leun-barr eo an iliz.
Krog a ra ar vugale get o c’han ha kentizh setu an dud vras é skoaziñ gete :
Pe trouz ’zo àr an douar
Pe kan a glevan-me…
Da gentañ emañ aonik ar bouezhioù, met setu-int é hardishaat, ec’h avelantaat. O ! nend eo ket ar c’han a vez e ilizioù kêr a zo amañ ; ne glever ket ar bouezhioù é flourikaat, é foeñviñ hag e strishaat, harpet get taran an orglezoù. Amañ e kaner a vegad hag a greiz kalon. Kan ar vugulion e kraou Betleem.
’Vel m’emañ e plij d’an dud. A-c’houde ken gwerso nend eus ket bet kanet en iliz kanennoù kaer Breizh-Izel !
Plijadur en deus ivez aotrou ar Gozh-Lez. En desped dezhañ e pik e zaoulagad get an daeroù, hag e nij e soñj, àr-dreñv, en e vuhez. Gwelet a ra e yaouankiz bourrus e maner e dud, e-mesk bugale ar veitourion, deiz e eured… ar brezel… O ! ar brezel ! Dalbezh enta e vo ar soñj ag ar vuhez euzhus-se é tisliviñ àr ar soñjoù kaerañ…
Mevel ar maner, eñ, a chom badaouet. Rac’h an traoù-mañ evitañ-eñ a zo nevez. Nend eo ket a zre-mañ. Ar c’han-se hag a glev evit ar wezh kentañ ; ar c’homzoù-se ha ne gompren ket ; an dud-mañ ha na anav ket… Hag e soñj : « Mechal penaos e veze an oferenn a greiznoz em bro-me ? » Met ne zisoc’h ket get e c’houlenn… Setu e galon é sailh fonnapl, bec’het eo, ’vel a pa vehe get ul labour start bennak. Petra ’wall doc’htañ ?
Tuchant c’hoazh en deus hiriset – ne oui ket perak – é klevet kreiznoz é son.
Burlutiñ a ra e zaoulagad sur a-walc’h, rak heñvel eo getañ bout bet gwelet ha klevet an traoù-mañ c’hoazh. Setu bremañ e kav getañ anavout lod ag an dud daoulinet diraktañ. Dizatiñ a ra e spered ha netra ken. Penaos e vehe dezhañ anavout an dud-mañ ?
Ha neoazh, ar vaouez a zo aze… Burlutaj ! Kement a dud en deus gwelet a-c’houde pevar blez !…
Echu eo an oferenn. Kaer eo bet an traoù. Eürus eo an holl.
A-nebeudigoù, goude ur gwel d’ar Mabig Jezuz astennet àr e zornad plouz touzet rez, e ya ar bobl er-maez. Emañ tud ar maner é vonet ivez : diskenn a reont pazennoù ar vered àr o goar. En un taol aet ar mevel hag a zo kamm-mat (ur paour-kaezh mac’hagnet d’ar brezel sur a-walc’h) ha manket ur bazenn hag eñ é rudellat d’an diaz, àr an hent bras. Sur n’en deus ket bet vad, dassonet ’vel m’en deus e benn doc’h ar mein. Emañ aze àr ar rampoù, an dud en-dro dezhañ.
Just ’vel ma vezer bec’h doc’h er sevel, emañ Bejeb hag he merc’hig é tonet er-maez ag an iliz. Goulenn a ra an dudjentil glac’haret un ti da reiñ repu d’o mevel, e-pad ma vezer àr e-dro ; Bejeb a ginnig he hini.
Kaset eo ar c’haezh den d’eno. Alumet eo ar gouloù. Gwenn-kann eo ar mevel, ne ra alemant ebet. Gwalc’het eo an tachad kignet, e vougenn hag e varv goloet a wad. Dre hir amzer e teua neoazh buhez dezhañ en-dro. Fichal a ra e vizied. Divatet eo.
Lakaet en deus Bejeb dour àr an tan ha tuchant e roa ur grog tomm dezhañ. Evet a ra a-lonkadigoù hag, a pand eo skarzhet ar werenn dezhañ, e troa e zaoulagad trema ar vaouez vat. Gwelet a reer e karahe komz, lâret trugarez perchañs. Kreniñ a ra rac’h e gorf, hag àr e dal e weler tapennoù c’hwez é c’hreunenniñ.
Gellout a ra distardiñ e ziweuz hag e lâr dousik :
« Trugarez deoc’h, Bejeb ! »
« Santez Anna benniget ! a huc’h Bejeb. Stevan… »
Div nozvezh Nedeleg… daou stok : Distrizhet eo d’an eil an teñvelded ankenius deuet get ar c’hentañ àr soñj Stevan an Du.