• Gant Marie-France Beton ha Roger Picart
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Danevell embannet e Kannad Plabennec niv. 16 e miz Ebrel 1916. Lennet gant Marie-France Beton ha Roger Picart.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Diviz e marc’had Landi
Job. — Asa, Katoù-Gozh, gwall deñval eo ho penn ? Daoust ha marv eo ar c’hazh rous du-se ?
Katoù. — Ya, kredapl, sur !… Dre amañ, Job, n’eus ken nemet treitourien, er vro-mañ !
Job. — Treitourien ? Amañ, e Landi, bro an dud onest ?
Katoù. — Ya, e Landi, ha tro-war-dro.
Job. — N’eo ket posupl ! Piv ar re-se, da vihanañ ?
Katoù. — Piv ? Tout an dud pinvidik, ha tout an noblañsoù ! An aotrou Kervras, an aotrou Kervihan, an aotrou Kerdeo, an aotrou Kerdreut, tout ar re-se ha tout o bugale !
Job. — Petra ’n diaoul !
Katoù. — Ya ! kaset arc’hant ganto d’ar Prus, da sikour ar Brusianed d’ober brezel deomp-ni ! Ar re-se zo kaoz eus ar brezel !
Job. — A ! setu aze paotred fin avat… Petra ? C’hoant bezañ rivinet ha lazhet gant ar Brusianed o doa ’ta neuze ?… Hañ ?… Gouzout a rit a-walc’h, ma lennit ar gazetenn, nag a bet anezho zo bet lazhet dija war an dachenn a enor !
Katoù. — Ya, lazhet gant ho soudarded marteze !
Job. — Sorserez gozh ! Petra ! C’hwi ’gav deoc’h hor soudarded a vije sot a-walc’h da lazhañ o gwellañ ofiserien ?… Ma’z afec’h da gontañ an dra-se d’ar baotred a yoa en trañcheoù asambles ganto, e vijec’h krouget pe fuzuilhet, Katoù gaezh ! – Bez’ a zo bet treitourien, ahont en tu all d’ar Frañs, en arme hag er-maez eus an arme, ha kalz anezho a zo bet paket ha fuzuilhet. N’eo ket ar re a soñjit eo avat ! mes tud digoustiañs, prest d’en em werzhañ korf hag ene evit gounit ur gwenneg bennak, Boched o-unan ar c’halz anezho, deuet da chom er Frañs, ha ne ouezer ket penaos int bet lezet da vevañ en hon touez !
Katoù. — O ! mat ! evit soudarded zo hag o deus disfiziañs war o ofiserien binvidik !
Job. — Ya, ur feneant bennak hag en doa diegi o vont d’an tan d’o heul !
Katoù. — Mat, evit an dud a lavar eo an aotrouien vras a zo kaoz eus ar brezel !
Job. — Piv ’ta neuze ? Piv a lavar an dra-se ?…
Katoù. — A !… an dud partout !
Job. — Sur a-walc’h n’eo ket ar saout eo ! Mes ma karit, me lavaro deoc’h avat piv eo an dud-se… Ar ganailhez, Katoù, ar ganailhez ! Abalamour betek-henn o doa miret ouzh ar Frañs, gant ar politik divalav, da gaout kanolioù ha fuzuilhoù d’en em zifenn ? Ha bremañ, pa welont penaos eo bet taget ar Frañs dinerzhet, pa welont pegen tost omp bet da vezañ trec’het ha breset ha rivinet, ha chadennet gant paotred an Alamagn, pa welont pegement a soudarded keizh a zo bet lazhet, dre faot bezañ armet a-walc’h, o deus aon e vije goulennet kont diganto, hag e pakfent un taol balaenn abred pe ziwezhat ! Ha petra ’reont neuze ? Klask lakaat ar bec’h war gein an dud onest ! tamall kant ha kant tra d’ar re all evit miret na ve graet hu warno o-unan. Ha c’hwi zo sot a-walc’h da grediñ ar sorc’hennoù-se ?
Katoù. — O ! n’eo ket me hepken a gred an traoù-se !
Job. — Nann, an dud sot, diouzh ma klevan, n’eus ket a voaien d’o c’hontañ ! Abalamour d’an dra-se eo emañ ar ganailhez oc’h iñvantiñ gevier bemdez da reiñ dezho da lonkañ ! Mantrus eo !
Katoù. — O ! te oar koulz ha me, n’eo ket gevier tout an traoù-se ?
Job. — Peseurt traoù ’ta adarre ?
Katoù. — Ne ’peus ket klevet diwar-benn person Plougareg ?… Kaset 60 000 lur gantañ d’ar Prus ivez !
Job. — 60 000 lur, mardouen ! Peadra d’ober un iliz pe ur skol nevez ! Eus a belec’h en deus bet an arc’hant-se ?
Katoù. — Dastumet diwar goust an dud, war zigarez kas d’an Aotrou ’n Eskob da sikour ar parrezioù paourañ !… Ha leun a veleien all o deus graet eveltañ !
Job. — Ha n’emaint ket er prizon c’hoazh ?… Pell a yoa e tlejent bezañ bet en toull, ma ve bet gwir an dra-se ! Pell a yoa e oant dibennet zoken ! Katoù gaezh !
Katoù. — Evit person Plougareg en deus kaset arc’hant d’ar Prus da vihanañ !
Job. — C’hoant en doa ’ta e vije lazhet e gureed, hag e vreudeur, hag e nized, hag e barrezianiz !… Evit neuze e rank bezañ kollet e benn hag e feiz, hag e enor ! Asa ! C’hwi zo drol ! Ha c’hwi, bep Sul en oferenn ! Hag e kredit eo ker fallakr hag an dra-se ho peleien !… Ma vijen en ho plas ez afen da brotestantez, Katoù !
Katoù. — Me ne ran ken nemet lavaret evel ar re all ! Ma karez me lavaro kaeroc’h dit ! ar Pab e-unan a zo a-du gant ar Boched !
Job. — Alo, chomit peoc’h ! Ur vezh eo klevet ac’hanoc’h ! Ar Pab n’emañ a-du gant rouantelezh ebet. Sevel a ra e vouezh a-enep pep torfed. Klasket en deus muiañ ma c’helle mirout na vije brezel ; klasket en deus goude-se, meur a wech, poulzañ ar rouantelezhioù da sinañ ur peoc’h enorapl ha padus. N’eo ket bet selaouet maleüruzamant ! Petra ’n deus graet neuze ? Kas tammoùigoù sikour d’ar pobloù drastet gant ar brezel, dousaat krizder ar brezel en ur c’houlenn ma ve lezet da vont d’ar gêr ar brizonierien gwall vleset ; goulenn degemer e-barzh ar Suis evit 10 000 prizonier all, eus an div gostezenn ; goulenn ma ve lezet ar brizonierien da ziskuizhañ bep Sul. Ha tout an traoù-se ha kalz traoù all a zo bet akordet dezhañ !… Hag ez it, c’hwi, ur gristenez da zispenn anezhañ evel ar ganailhez ! E-lec’h e drugarekaat, ha serriñ o genoù d’ar gwall deodoù ?
Katoù. — Me a lavar ar pezh a glevan, petra faot dit !
Job. — Petra faot din ? Me a faot din e klozfec’h ho peg, Katoù ! Ha ma kendalc’hit da c’hlaourenniñ evel-se a-enep an holl, me a zisklêrio dizale d’ar justis.
Gouzout a rit ez eus ur justis c’hoazh er Frañs ?…
Lakait evezh na ve re hir ho teod, Katoù ! Ar c’houarnamant e-unan en deus karget an deputeed, hag ar maered d’ober un enklask evit gouzout piv en deus iñvantet ar c’heleier diot-se. Mar bezit tapet e kousto ker deoc’h ! Ar bersoned ivez a c’houlenn ma vo roet dezho anvioù ar re a zo o klask duañ o brud-vat. Lakait evezh : ma klevan-me ac’hanoc’h ken, dioc’htu e roin hoc’h anv, ha gwazh a-se evidoc’h ! Marteze e teuoc’h da finaat neuze ! – Alo. Kenavo ! Bremaik pa ’z eoc’h d’ar gêr, marteze al laer a lammo da glask hoc’h arc’hant ; mar bez gwelet, al laer a lavaro d’an holl eo c’hwi eo ho poa disklêriet brezel dezhañ !… Ar Boched, Katoù, a zo sailhet war ar Frañs o klask he laerezh : bremañ emaint o kontañ o deus ar Frañsizien disklêriet brezel d’an Alamagn !… Hag en hor parrezioù ez eus tud sot a-walc’h d’o c’hrediñ… nemet e lavaront eo ur rummad tud hepken a zo pennkaoz d’ar brezel ! Ar re-se, Katoù, ha c’hwi a zo unan anezho, a zo bet lesanvet gant ur prefed « ar Boched a-ziabarzh ar vro ». Ur Vochezenn divalav, setu aze petra oc’h-c’hwi !…