Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Hunvre an impalaer Gwillou (danevell)

Gant André Ollivier
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Danevell embannet e Kannadig Guipavas niv. 50 e miz Kerzu 1914. Lennet gant André Ollivier.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

En nozvezh-se – koulz hag en nozvezhioù all –, an impalaer Gwilhoù ne zeue ket a-benn da gousket, kaer en doa.

Ha koulskoude, n’edo ket en trañcheoù o sonniñ gant ar riv, evel an darn vuiañ eus ar soudarded, an tennoù fuzuilh ne sutent ket o tremen a bep tu d’e zivskouarn, hag an tennoù kanol, en ur gouezhañ en e gichen, ne lakaent ket an douar da strinkañ tro-war-dro.

Nann… Gwilhoù a yoa pell… pell-bras diouzh an dañjer ; n’oa riskl ebet evitañ er gwele kaer war behini e oa astennet en e balez.

Mes ar soudarded karget da ziwall an dorioù en-dro d’ar maner ne c’hellent ket miret oc’h un hunvre spontus da dremen e-biou dezho, da bignat betek kambr an impalaer, ha da derriñ e gorf hag e spered.

Ha kaer en doa treiñ ha distreiñ, serriñ e zaoulagad, e rae atav dezhañ e-unan ar memes goulenn : Petra zo d’en em gaout ganin en amzer da zont ?

***

Ha setu ma klev ivez atav ar memes respont.

O ! e gazetennoù a c’hell bemdez renkañ gevier kement ha ma karont, ha kuzhat ar wirionez oc’h e bobl, mes eñ a oar penaos ez a an traoù.

Eñ a oar ez eo kollet… Eñ a oar ne chomo a-sav ar Frañsizien hag o mignoned nemet pa vezo peurc’hraet ganto o labour, da lavaret eo pa vezo flastret gant e armeoù, ha diskaret e rouantelezh.

Pa soñj en holl draoù-se, Gwilhoù a ra lammoù en e wele :

– … A ! ma vijen deuet a-benn da vihanañ da gemeret Pariz, em bije graet un taol bras, hag em bije gellet kaout fouge ha sevel va mouezh, forzh petra ’vije c’hoarvezet goude-se !… Mes daoust ma’z on bet harp oc’h Pariz, n’em eus ket gellet lakaat warnañ va c’hraban !… Me eo, siwazh ! ha n’em bo mui marteze a gêr-gapital, a-benn tri miz…

(Gwilhoù a sav neuze war e azez, en e wele, evel pa glevje ar soudarded rus o tostaat, ha kern o c’hezeg o seniñ war ruioù Berlin) :

– … Me… ? O, nann !… Oc’h hunvreal emaon !… N’eo ket posupl e teufe Gwilhoù bras, impalaer an Alamagn, da vezañ kaset kuit dioc’h Berlin ! Biskoazh ne c’hoarvezo ur seurt tra !…

***

E pelec’h ’ta emañ va fenn, ha petra c’hoari ganin o kaout ur seurt enkrez ?… Daoust hag an Alamagn a zo bet morse galloudusoc’h eget bremañ ? Daoust ha n’emañ ket c’hoazh o vont da vrasaat ? Mestr on war ar Beljik, ha dek departamant eus ar Frañs a vezo din ivez, dizale… Gwir eo, emañ ar Rusi en tu all !… Mes va jeneral Hindenburg a zeuio a-benn da flastrañ he soudarded ur wech… div wech… teir gwech… Ha ma ne vez ket a-walc’h c’hoazh ?… Petra ’rin ’ta neuze ?… Me a denno lod eus va soudarded eus kostez ar Frañs !… Mes ur wech disteraet va armeoù en tu-se, penaos miret oc’h ar Frañsizien da c’hounit bepred warnon ?… A ! bleizi gouez ma’z int, ne ehanint, anat eo, nemet p’o devo va debret !…

***

Bleizi gouez ?… (Gwilhoù a en em laka da soñjal) : Mes me eo ar bleiz gouez !…

Me eo a zo bet kaoz d’al lazherezh spontusañ zo bet biskoazh war an douar. Ya ! me eo. (Sellet a ra pizh en-dro dezhañ, gant aon na ve unan bennak oc’h e selaou.) En anzav a c’hellan bremañ, peogwir emaon va-unan… Ya, me, me eo !… Ha n’em boa ket an disterañ digarez !… Gant ar peoc’h a rene, em boa lakaet va fobl er renk kentañ !… N’em boa da ober nemet sevel va dorn, ha lavaret ur ger, ha ne vije ket bet dirollet ar brezel ! Krenañ a ran gant ar spont… Ya, me eo… dre an ourgouilh em boa gant va galloud !… Me a zo kaoz, ma’z eus kement a vroioù dismantret !… Me a zo kaoz, ma’z eus kement a vammoù… kement a briedoù… kement a vugaligoù, o leñvañ hag oc’h hirvoudiñ… Me a zo kaoz, ma’z eus kement a soudarded keizh, e pevar c’horn an Europ, o vervel war an tachennoù a vrezel, pe en ospitalioù… Me a zo kaoz, ma’z eus bernioù korfoù marv o vreinañ amañ hag ahont, ha ma red ar gwad e stêr an Yser, evel pa vije bet ur barrad arnev spontus… Ya, me eo !… Daoust ha posupl eo e c’hellfe un den e-unan lakaat da redek kement a zaeloù ha kement a wad ! O va Doue !…

***

Va Doue ?…

Mes Doue a dle va fellaat dioutañ gant e zaou zorn !… Devet em eus kement a ilizoù… Fuzuilhet em eus kement a veleien !… Sachet em eus warnon mallozh kement a dud maleürus, lakaet ganin er glac’har hag en dizesper… Ha dizale, pa zeuio va fobl-me da anaout e-unan ar wirionez, ha da c’houzout perak hag evit piv em eus e gaset da ul lazherezh spontus !… Petra c’hoarvezo neuze er restad rouantelezh a chomo c’hoazh ganin ?…

Gwilhoù a zo ken bras e spont hag e enkrez, ma seblant dezhañ gwelet e setañs skrivet war ar voger, evel gwechall hini Balthazar : Echu eo da amzer, barnet out gant Doue, ha rannet eo da rouantelezh etre da enebourien !