• Gant Loïc Caret
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Rusi, ur pennad tennet eus eñvorennoù Yann-Jakez ar C'hann, lennet gant Loïc Caret.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Un neubeud zo designet hirio evit mont da represantiñ ar Frañs e-pad ma oar o venigañ drapo ar merc'hed (Rejimant ar Marv), a dle mont evit doare, deus Petrograd d'an Talbenn a-barzh nemeur.
D'an Iliz katolik Pologn ez an hirio d'an oferenn. Devot kenañ eo ar Poloned, ha kalz a gomunias. Goude an oferenn, a oa un eured, ar c'hiz a zo da eureujiñ da Zul evit doare. An eur avañset deoc'h.
En devezhiou-mañ ez euz adarre freuz er gêrbenn. Ar Bolcheviki (boched) o doa pourchaset an traou a-enep ar c'houarnamant evit en em veñjiñ ha lakaet, dreist-holl, dizunvaniez er vro hag e-touez ar soudarded ; kalz ofiserien a oa prizoniet ; koñsul Bro-Saoz a c'hellas en em saveteiñ gant sikour ar C'hozaked ; mintraillerezed ha kanolioù war kirri-tan a oa er ruioù ha war ar plasennoù, ha krozal a reont ; mes ar C'hozaked a deuas a-benn da lakaat urzh. Kontañ koulskoude seizh lazhet hag ouzhpenn hanter-kant mac'hagnet. E Moskou n'oa nemet un neubeud prosesionoù dre ar ruioù gant an drapo ruz. Koulskoude, hervez ma klevaz ur c'hamalad aet e kêr, e oa lazhet ur vaouez ganto ; eñ e-unan a oa deuet seizh pe eizh soudard war e dro o c'houlenn outañ ma oa Frañsez : ya a lavaras-eñ raktal, ha raktal ivez e oa lezet da vale, goude bezañ serret an dorn dezho holl ; mes n'oa ket ezhomm da lavaret dezhañ dont d'ar c'hazarn !... Bezañ ez euz Kozaked ha soudarded all war ziwall e kêr gant aon e ve re a freuz.
Hirio e klevomp ar c'heloù mantruz : ar soudarded rus a zigor dor an talbenn d'an enebour. Paotred al linenn a droas kein en ur c'houlenn « fin d'ar brezel ». Neuze ar ganolierien a dennas koulz warno evel war an enebour ha setu ma voe ur rouestl spontus hag an nec'h a grogas en holl (nemet en enebour) hag hervez ma lavarer e tri devezh e chomas 25 000 prizonier hag ouzhpenn mil pezh kanol ; kêr Tarnopol ha tro-war-dro a zo kouezhet etre daouarn an enebour gant ar rezerv bevañs ha bolojoù ; e-leizh a vagonioù ha 32 varc'h-du ha traoù all.
Ar c'homunike a lavar eo bras-kenañ ar c'holl (3 miliard am eus-me klevet). Atav e kulont (31-7). An eizhvet arme a deu a-dreñv gant urzh, ar c'hwec'hvet ivez mes kalz buhanoc'h. Mes er seizhvet ez euz dizurzh bras.
Ar c'houarnamant a ro holl c'halloud d'ar jeneral Kornilof er c'harter-se hag hemañ a boagn da lakaat urzh ; dezertourien a zo bet fuzuilhet dre ma oa douget ar boan a varv a-enep dezho ha d'an draitourien.