Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Labour ar merc'hed e-pad ar Brezel-bed kentañ

Gant Laëtitia Fitamant
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Pennad tennet eus al levr Anna, ur vuhez e Douarnenez, bet savet gant Gwendal Denez, ha lennet gant Laëtitia Fitamant.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Dre ar gazetenn e oa bet gouezet e oa kroget ar brezel pevarzek, ha diouzh an amzer-se e veze an daboulin e kêr, hag e oa deut da Dal ar Groaz da lavarout e oa kroget ar brezel. Diouzhtu e oa ’n em savet ar baotred a ranke mont kuit. An holl baotred a oa en oad, tout ar vicherourien. Ar friturioù a oa chomet etre daouarn an dud oadetoc’h, peotramant tud mac’hagnet na oant ket mat ’vit ar servij. Ar merc’hed ivez o deus labouret gant ar wazed er friturioù ’vel war ar maez. Koulz ha lavar e oa aet tout peizanted war ar maez kuit, hag e kalz kêrioù e oa bet graet al labour gant ar merc’hed hag ar vugale. An dud en em sikoure, memes a-raok ar brezel. Peurliesañ e veze teir, peder c ’hêr a-gevret oc’h ober al labour. Hag an holl diegezh a yae eus un ti d’egile. ’Vel just neuze e veze ar peurzorn, devezh diwezhañ al labour, ha graet e veze krampouezh gwinizh. Goude, pa eo bet aesaet an traoù, e oa graet kig. Aze ’oa friko bras evit tout an dud. Pep kêr a rae ur peurzorn. Ha soñj am eus, troet ’veze ato ar mekanikoù dornañ gant kezeg. Hag aze, n’eo ket ken tud ar gêr a oa, met mousedigoù Douarnenez a oa keneiled da baotred ar c’hêrioù-se a yae... Ma breur a yae ato da Gerlouarneg ’pad eizhtez lojet ha maget. Ar voused a veze ivez er peurzorn. Labour a veze kavet dezho forzh pegement da ober, da zispakañ ar pakadoù ed... Sur a-walc’h e veze c’hoariet un tammig ivez. Met, ’benn an noz e vezent skuizh marv. Al labour a groge abred diouzh ar mintin, ha diouzh an noz keit ha ma chome sklaer a-walc’h. Trapenn, be’ ranked ober buan rak bloavezhioù a oa e oa fall an amzer hag e oa diaes-tre kaout sec’hor a-walc’h evit ober an eost. Bep bloaz e cheñche an hini a groge. Ne veze ket ato ar memes hini a groge. Setu pa veze fall an amzer, an hini a zegouezhe bezañ an hini diwezhañ a veze diwezhat araok ma oa tu da echuiñ. E kêr en em zifrete al labouradegoù ivez da vont war-raok. Pa eo echu ar brezel e oa deut an tabouliner e korn plasenn Tal ar Groaz evit lavar e oa echu ar brezel. Hag ar c’hleier o doa sonet. O, soñj am eus eus an devezh-se. D’an unnek a viz Du, an amzer a oa kaer, soubl an amzer. ’Benn an noz e oa an holl dud war ar straed, renkad ha renkad neuze gant leternioù paper, ha da ganañ. Ar re o doa kollet o zud a oa taer evito klevout kement a levenez war ar straed, peogwir o re dezho ne vijent ket bet deut en-dro. Al levenez-se he doa padet ’pad eizhtez pe pemzektez. Met da echuiñ e oa chomet kalz tud klañv gant ar grip. Paket o doa terzhienn o redek er vrumachenn diouzh an noz. Er bloavezh-se e oa bet ur grip spontus, ez eus bet marvet kalz tud. Tud a bep oad. Ar vedisined a oa war-sav noz ha deiz, o vont da welout tud klañv. Un distruj spontus a zo bet er gwragez yaouank a oa dougerez : koll a raent o buhez hag hini o bugel ivez. Ha goude, siwazh, pa oa deut ar baotred d’ar gêr en-dro e vanke kalz tud. Pa veze un marv er brezel, peurliesañ e teue ar c’heloù dre ur c’heneil dezhañ en doa gwelet anezhañ o vervel, pe dre tud ar vro a zeue ar c’heloù betek ar familhoù. Lod eus ar wazed-se n’eus ket bet gellet lavar morse pevare int bet lazhet. Pa zeue ar gompagnunezh en a-dreñv en-dro, ne gavent ket hemañ pe hennezh, setu e veze klask etrezo eus ar re ar memes korn-bro da c’houlenn :
« Te t’eus ket gwelet an nen-mañ-nen ? Em c’hichen e oa, goude n’ouzon ket da betra eo deut. Met n’eo ket deut en-dro : sur a-walc’h eo chomet... »
Pa ne zeue ket keloù e oa gloazet an dud eus un ospital bennak e ouied e oa chomet war an dachenn dianav. Korfoù ar re varv a zo bet degaset, lod, ar re a oa tu da c’houzout piv e oant, met kalz a zo e bered Douaumont pe e beredoù all soudarded. E pep korn eus Bro-C’hall ez eus Breizhiz douaret. E pevarzek ez eus deut kalz tud eus Bro vBeljik pe eus Norzh Bro-C’hall, repuidi e Douarnenez. Soñj am eus e oa deut memes tout un ospitaliad re gozh, lakaet e oant bet e ti Katrin Ar Zal. Tud kozhik-kozhik e oant, ha kalz deuzouto zo bel marv ganeomp. Goude ar breze], peogwir e oa bet dismantret tout Norzh Bro-C’hall e oa aet kalz gwazed, mansonerien, toerien, ferblantourien da labourat en Norzh da sevel adarra an tier. Goude, pep hini zo deut en-dro d’ar gêr. Goude ar brezel ez eus bel kalz dimezioù e kêr, peogwir e oa aet kuit ar baotred a-raok...