• Gant Jean-Louis Monot
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Rentañ-kont emgann Verdun embannet e Kroaz ar Vretoned, niv. 157, d'ar 5 a viz Meurzh 1916, lennet deomp gant Jean-Louis Monot.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Troet eo brepred selloù an holl ouzh kêr-greñv Verdun a zo bet taget gant un armead vras a Alamaned, ar C'haiser en o fenn war a greder.
Da gentañ ez ejont da linenn ar Frañsizien diouzh tu an Hanternoz. Ar 26 eus ar miz diwezhañ eo e voe an emgann en e washañ. Dre gas war-raok gwagennadoù tud diniver, a gouezhe en hent an darnvuiañ anezho, an Alamaned a zeuas a-benn da vountañ unan eus o rejimanchoù dibabet, hini ar Brandebourg, betek e dismantroù kreñvlec'h Douaumont, a zo war an uhel dirak Verdun. Kaset e voe d'o diloja eur rann-arme hag enni dreist-holl Bretoned. Hon c'henvroiz o deus kelc'hiet ar Brusianed a bep tu, ha tapet anezho evel en un trap-logod. Bevet ar vretoned !
Dizarbennet diouzh tu an Hanternoz, an Alamaned a dro bremañ ouzh tu ar Reter. Eno ez eus eur gomprezenn priellek, he anv ar « Voevre », gant henchoù bras a gas holl da run « Uhelenn ar Meuse » a ra da Verdun eun difenn natur eus ar c'hreñvañ diouzh an tu-se. Stourmet e vez start ouzh an Alamaned e-harz ar run, dreist-holl en ur porz hent-houarn, anvet Eix, hag e kêr Fresenes. Betek-henn an enebour n'en deus ket gallet tremen ha pep tra a ro da grediñ na dremeno ket !