Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Eñvorennoù Maria Prat

Gant Maria Prat
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Eñvorennoù Maria Prat diwar-benn ar vuhez e Lannuon e-pad ar Brezel-bed kentañ, bet aterset gant Eva Guillorel.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Amañ en ospital, amañ e oa soudarded, memes soudarded belj bleset hag a oa en convalescence, ha 'meus soñj da welet... Un devezh e oa aet pevar soudard belj, reoù yaouank, deuet da esae bale evel-se war ar maez, hag e oant aze du-mañ, pevar gilometr deus Lannuon, ha 'meus soñj da welet ma mamm o reiñ laezh dezhe da evañ, han-se o devoa sec'hed, hag o devoa evet laezh dous du-mañ en o c'hoazez war ar bank-tosel. Pevar soudard belj ya.

Hag ar re-se en convalescence a oa o kousket e-barzh ar menajoù ?

Ar soudarded ? O nann, amañ e oa ospital...

En ospital e oant o kousket…

Ya, en ospitalioù neuze hag er skolioù a-blasoù…

***

Pa vije lazhet un' er brezel a vije kaset paper d'ar mairie, er barrouz, met a-wechoù, se a vije pell hep arruout. Ne vije ket gouvezet diouzhtu ha goude neuze ar maer 'nije d'ober mont d'an ti da lavaret se, da anoñs. Heñ ? Hennezh a oa ur gorveenn hañ, mont da di un' bennaket da lavaret dezhi, 'dije marteze pemp bugel, da lavaret dezhi e vije lazhet he fried, anfin allocations a oa roet diouzhtu memestra, allocations, ya…

Allocations a vije roet gant ar gouarnamant ?

Ya.

Hag un interamant a vije graet ?

Ne vije ket graet un interamant. Eñ ne vije ket degaset d'ar gêr. Un oferenn a vije graet evitañ. Ha d'ar c'houlz-se vije tout en du, ne oa ket réjouissance ebet, ne oa ket tamm fête ebet neblec'h ebet, ne oa ket [?] eureujoù na mann ebet kazi.

***

Amañ e oa arriet neuze ur bern tud eus ar Beljik. O beñ ya, en Lannuon partout amañ e oa leun Beljed ha tud eus ar penn all d'ar Frañs, partout.

Soudarded pe familhoù pe…

Familhoù, mammoù gant o bugale, manet o loened hag o zier, tout o zraoù du-hont, ha deuet a-raok an Almanted, da sovetaat o buhez seulamant…

Penaos e vije graet evit bevañ evit ar re-se ?

Feiz e vijent bevet amañ, hag e labourent, ar re a oa kat d'ober, ha sell aze. En em sikour evel-se, ya.

Mont a raent da gousket e-barzh ar menajoù ?

Ya, [?] darn all barzh ar skolioù, lec'h e vije kavet plas dezhe koura.

***

Ar merc'hed a ranke labourat e plas ar baotred kwa, oblijet, ya. Graet e oa prizonierien all, e oant aet, hag ar re se [?] a oa roet groupadoù da sikour ober an eost e-barzh ar menajoù, prizonierien deus an Almagn, hag a vije ur Français oc'h eveshaat anezhe, e vije ur fuzuilh gantañ, ha darn eus an dud a oa injustes, a oa re sévères dionte ivez, darn all a oa jentiloc'h, koura.

Ha bez’ e oa bet prizonierien o labourat e-barzh ho menaj deoc'h-c'hwi ?

Ya, e-kerzh an eost, ya.