Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

O tec'het kuit eus an Alamagn (Michel Lec'hvien)

Gant Riwal Georgelin
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Michel Lec'hvien hag e gompagnuned o tec'het kuit eus an Alamagn. Pennad tennet eus al levr War hent ar gêr, lennet gant Riwal Georgelin.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

E-kuit eus ar gaoued

El lun 3 a viz Ebrel, e oamp bet, evel kustum, e-pad an deiz, gant hon labour.
Arru an noz, ha ni d’an ti.
Hon « mêsaer », en deiz-mañ, koulz hag en deizioù all, ne c’hwitas ket d’ober e dro. Kontet e voemp hag adkontet, ha galvet dre anv.
Goude-se, ec’h alc’hwezas an dorojoù diavaez hag e tiskennas er gegin evit rannañ, etre ar brizonierien, al lizhiri ha pakadoù degouezhet dre ar post.
Ne oa netra evit ma daou gamarad ha me. Pignal a reomp neuze d’hon c’hrignol, e soñj ’n em gempenn ’vit mont en hentoù. Kaout a reomp, avat, er gambr, unan eus hon c’hamaradoù hag a oa oc’h amplediñ ’n em glenkañ en e wele. Penaos difoarañ dioutañ ?
– En traoñ, emezon-me, e vezer o reiñ lizhiri ha pakadoù.
– Ya, emezañ, bet on ; n’eus netra evidon.
– N’out ket sur a se. Mat eo dit mont c’hoazh, betegouzout na vefes bet ankouaet.
Chom a reas ur pennad etre daou soñj ; souden, e tiskennas. Ha ni, neuze, gant pres, da wiskañ hon dilhad « sivil », da gemer pep hini e bakadenn, hag a-nevez, war-draoñ gant ar viñs : mat e oa an avel, poent e oa gwentat.
Er viñs, ne gavjomp den ; dor kambr hor mesaer a oa kloz ; er-maez, nemet teñvalijenn ; war-dro eizh eur hanter e oa. Treuziñ a reomp ar porzh ha digeriñ dor ar c’hraou ; skoilh ebet war hon hent ! « Doue a-raok, ha ni war-lerc’h » evel ma lavare ma zad. Pep a lamm er-maez dre ar prenestr, c’hwec’h troatad uhelder, a sko war ar prad, ha setu an tri Vreton, evit mat, war « hent ar gêr ». Ar prad a dreuzomp d’an daou-lamm ha ’n em voutañ, e tu all, dindan ar c’hoad.
Kenavo, mereuri Kamen, kenavo, mesaer dievezh ! Warc’hoazh, dirak da vestr, te ’rey un dañs hep soner !…

En hentoù !

O kerzhout, ni a skoas war-zu bro an Holland. Ugent lev bennak hon doa d’ober. Ur pennad mat a hent, pa n’haller bale nemet da greiz an noz. Amzer gaer a rae ; an noz a oa sioul, ar stered, a vil-vern, a lugerne, en bolz an neñv.
Dishual bremañ, ni a valee prim ; da lavaras ur c’hemener eus ma bro, ni ouie « pikat stank » !
Dre ma oamp gwisket pounner, ni oa gleb-dour o c’hweziñ. Kerzhout a rejomp, a-dreuz koadoù ha parkeier, e-pad an noz, hep diskuizh.
Ne oa ket un eur a oa ma valeemp, ma ’c’h arrujomp e-kichen ur c’hanol-dour, 30 metr a ledander. Ur pont a oa da dreuziñ. O vezañ na welemp den war e dro, e tremenomp warnañ.
Ur pennadig goude, e oamp dirak stêr « La Lippe ». Goude hedañ ar stêr e-pad un hanter eur bennak, ne gavjomp pont ebet. War-dro dek eur, avat, setu ni e-kichen un ti… met pont ebet c’hoazh. Ur vag a oa eno stag ouzh ribl an dour ; diskenn a reomp e-barzh ; plankenn ar skabell a rejomp gantañ ur roeñv… Hag an tri vartolod a c’hiz nevez da vageal evel tri foeter-dour… Evel ur soñj e voemp douget en tu all.
A-dreuz koadoù ha parkeier, ni a valee bepred. Bep an amzer, e ruzemp er poulloù-dour betek an daoulin, a-wechoù donoc’h. War-dro hanter-noz, e oamp o kerzhout a-dreuz ur c’hoad bras, hag hon doa bec’h o ’n em denn ac’hane.
Betek ar beure goude-se, e valejomp didrouz, hep na c’hoarvezas ganimp na droug na sort a gement a dalv ar boan lavarout.
Abred, a-raok strink an deiz, e voe ret dimp klask ul lec’h gwasket ha sioul da ziskuizhañ. Tost a-walc’h d’ur gêriadenn e weljomp ur c’hoad pin, stank ar gwez ennañ, hag izel-kaer. Eno, e-pad an devezh 4 Ebrel, ni a chomas souchet war ur gwele raden, brug ha geot a bep seurt.
Daoust ma oamp e-kichen un hent-houarn, ha tost a-walc’h d’an tiez, den ne deuas war hon zro.
Tri damm pred a rejomp, en deiz-se. Met nebaon, d’ober d’an traoù padout, e voe ret dimp « malañ munut ». Brav oa an amzer, riv n’hon doe ket, hag, a-benn noz, ma feiz, e oamp diskuizh a-walc’h.
War-dro eizh eur hanter noz, hag an tri baotr en hentoù.
Ar pontoù, dalc’hmat, a rae aon dimp, betegouzout na vijent bet sternet ha diwallet gant tud ar polis.
Koulskoude, en noz-mañ, hon doe c’hoazh meur a bont da dreuziñ, a-us d’an dour, stêrioù ha kanolioù, evel an « Ems-Kanal », er yezh Alamaneg.
Glav a gouezhas en noz-se, ha setu dour dindan treid ha dour a-us d’hon fenn. War-dro peder eur diouzh ar beure, ha ni da glask an disc’hlav ’n ur c’hoad pin. Sevel a rejomp un tamm lochenn, met krenañ reemp gant ar riv, hag ar beurevezh a voe hir evidomp. D’abardaez, brav an amzer anezhi.
An deirvet nozvezh, dre m’hon doe da dreuziñ ur vro goloet a goadoù, gant sav-diskenn dalc’hmat, e valejomp, peurvuiañ, dre greiz an hentoù. War-dro hanternoz, un den a dremenas ’n hon c’hichen, hep lavarout ger, avat, nag ober van ebet…, na ni, kennebeut all. Ur flipad mat a hent a voe graet en deirvet nozvezh-se.
Gant hon gouloù bihan elektrik, e lennemp an anvioù-parrouz skrivet war mein-bonn an hentoù ; ha gant kalz a blijadur ec’h anavezjomp e oamp bepred war an hent mat.
Pa sellis, goude, kartenn ar vro, e welis e oa mat dimp skeiñ un tamm war-zu an hanter-noz, evit troc’hañ berroc’h hon hent.

A-dreuz parkoù…

Ha ni, neuze, a-dreuz koadoù ha parkeier.
E korn ur c’hoad, o tremen ouzh penn un ti, trouz hon zreid a zihunas ur c’hi a oa stag ’n e loch. Hag al loen da harzhal ’vel un torr-penn, ken didalvez ouzhimp neuze ha ma vije bet ’n ul laz-dornañ… Ne davas genoù ebet ken na voemp arru pell !…
Hedañ reomp ur pennad an hent-houarn ; met ret e voe dimp adarre ’n em levial gant ar « boussole ». E-kreiz sioulder an noz, un orolaj a sonas ; orolaj iliz ar barrouz ma oamp degouezhet enni, ha na welemp ket c’hoazh, kuzhet ma eo en tu all d’ur grec’henn. Un eur a oa nevez sonet en tour iliz Ramodorf.
Gant ar brasañ evezh e kerzhomp war-zu eno… Mont a reomp tre ’barzh ar bourk, hag e treuzomp sioulik ha war hon gorregezh.
E tu all d’ar bourk, raktal, ’n em gavomp ’n ur c’hroaz-hent.
War ur peul e lennomp anvioù ar parrouzioù ha pegeit a hent da vont di. Südlohn, unan ar parrouzioù, a oa seizh kardlev diouzh Ramsdorf. Kartenn ar vro a verke dimp parrouz Südlohn, pemp kard-lev diouzh harzoù an Holland. Setu, eta, e vane c’hoazh ganimp peder lev bale, da nebeutañ. Ha tremen un eur anezhi !

Petra d’ober ?

Petra d’ober ?
Ni da’n em glevout hon zri… Arabat chom da glask pemp troad d’ar maout…
Unan a zaou : Pe ober ar peder lev a-raok an deiz, ha taol troad war douar an Holland ; pe chom aze, da c’hortoz an deiz war-lerc’h, e-pad an deiz, hon fri ganimp war ar gloued, ’n ur c’hoad bennak, ken tost da harzoù ar vro, e-lec’h ma vije, sur-mat, ar polis war evezh oc’h ober klask ha furch a bep tu !
Pep hini a lavaras e soñj… A-benn ar fin: « War-raok, emezomp holl ! Kasomp an erv da benn" !
Ha ni war hent Südlohn, o vont bremañ an eil war-lerc’h egile, gaoliadoù (kammedoù) mat ganimp ha stank. Hent kaer a oa, gwez a bep tu, na ti na den war-dro.
Me a gerzhe er penn a-raok, ma daoulagad o furchal ez eeun dirakon. A-dreñv din, an eil oa dezhañ sellout a-gleiz hag a-zehoù ; an diwezhañ a rae ur sell, gwech-ha-gwech all, war e lerc’h, da c’houzout hag-eñ na oa den ouzh hon heul.
Arru tost da Südlohn, e welis dirakon, war-hed 200 metr bennak, daou c’houloù. Ouzh o gwelout o vont-dont hag o hejañ, e soñjis : daou den war varc’h-houarn, marteze daou soudard oc’h ober o zro-noz…
Buan, ul lamm dreist d’an harz hag an tri baotr ’n o gourvez war ar prad.
Mar ’z eus gant an dud-se chas polis, e soñjen, e kouezhont warnomp diouzhtu, hag ec’h omp paket…
Gant Doue oamp diwallet, sur-mat ! Er wech-mañ c’hoazh e voe gwazh ar spont evit ar c’hloaz.
Piv ’ta oa an daou den-se ? Tud diwar ar maez, pe tud ar polis, pe soudarded ? N’hen gouejomp ket…
Pa welomp e oant aet pell, hag e talc’hent da vont, e kerzhomp adarre war an hent.
Hep dale, setu c’hoazh daou c’houloù, a-sav, difiñv er wech-mañ, unan anezhe oa ruz, marteze da verkañ kroaz-hent an hent-houarn.
E oamp bremañ a-wel da Südlohn. Arabat kerzhout ken war an hent, betegouzout kaout tud.
War-hed ul lev hanter, ne oamp ken diouzh an Holland.
Ne oa ken an amzer na da vezañ dievezh, na da vezañ re spontik, na da fallgaloniñ…
Pa veze hent reizh dirakomp, ec’h eemp, koulz lavarout, d’ar red ; pa gavemp un harz bennak pe brouskoadoù, e kerzhemp gorrekoc’h ha didrouz, gant aon dihuniñ tud pe chas. An hentoù, bremañ n’o zreuzemp nemet a-ruz, war hon c’hrabanoù.

Hon fiziañs troet war-zu an aotrou Doue

Pell a-walc’h, dirakomp, e weljomp ur sklerijenn ; ti-gar Wintersuyske e oa, ur gêr eus bro Holland.
War-zu ar gêr-se e oamp o kerzhout bremañ, ken kalonek. Goude kement a boan hag a reuz, ha degouezhout a rafemp enni ?…
Den, evit c’hoazh, ne ouie… Daoust da-se, ni a gerzhe, herr warnomp, hon fiziañs troet war-zu an O Doue, Mestr ha Rener pep tra !
Ne oamp ken nemet ur c’hardlev bennak diouzh an Holland, pa gavjomp c’hoazh un dra da harz ouzhimp da vale prim : ur ruzelenn dour-red, don a-walc’h…
E oa an deiz o tont… Ne oa ket ur begad amzer da goll… Gwall diaviz e vijemp o klask pontoù, bremañ… diaes-bras tremen lost al leue dre c’henoù ar « vesaerien », pe gwardourien alaman.
Gwez yaouank a oa war ribl an dour ; an eil goude egile, pep hini ac’hanomp hon zri a grapas en beg un dervenn ha, gant ar wezenn o plegañ, e tiskennas brav-mat en tu all…
Tremen a rejomp, goude, e-kichen un nebeut tiez alaman ; enne netra ne fiñve c’hoazh.
War-dro peder hanter diouzh ar beure, hon zri, stok-ha-stok, hep bezañ klevet nag un tenn fuzuilh, nag ur youc’hadenn a-berzh an Alamaned, e lakaemp troad war douar an Holland… Doue da vezañ meulet !…
Amañ, c’hwi a c’houlenno diganin: Ken aeset-se ho poa tremenet ? Ni ’grede dimp o doa sparlet ha stouvet an Alamaned, hed-ha-hed, ez-eeun d’hon bro-ni ?
Evit lavarout gwir, ni da vihanañ, ne gavjomp skoilh na harz ebet ; ne ouejomp ket, zoken, pegoulz hon doa treuzet hag aet hon zroad eus an Alamagn ; dre lec’h ma tremenjomp, ne oa ket an disterañ merk o reiñ da anaout e cheñcher bro.