• Gant Francis Favereau
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
An Harlu, barzhoneg bet savet gant Aogust Bôcher diwar ar pezh a welas etre Florina ha Kilbanica e miz Gwengolo 1916 (Kroaz ar Vretoned, niv. 282, 28 a viz Gouere 1918). Testenn lennet gant Francis Favereau.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Chadennad truezus a dud o tilezel
O zi, o c’hêr, o bro, hag o vont dilavar ;
War o seul an tan-gwall, a bep tu ar brezel,
Ne gavont en neblec’h minic’hi na skoazell :
An Harlu evite a zo hent ar C’halvar...
An Harlu a zo kriz. Ne ruilh ket an daeroù.
A-walc’h o deus gouelet, gwasket gant ar walenn ;
An ti o doa savet a zo en dismantroù,
Ar bobl ar fallakrañ a beilh o douaroù.
Gwell eo tec’hel eget gwelet ur seurt taolenn !
Hag e tec’hont a-leizh, tudoù kozh, bugale,
Gwragez, merc’hed yaouank, leun holl a nec’hamant ;
Ar re gozh, daoubleget, poan vras dê o vale,
En em harp gant kennerzh an eil ouzh egile ;
Hini anê ne glemm, na hini ne zamant...
War girri peder-rod, stlejet gant ejened,
Kirri laosk ha gorrek hag a wigour gwashoc’h,
E weler bern-war-vern, mesk-ha-mesk, daoubennet,
Druilhoù ha paourentez tiegezhioù barnet
Da glask, n’ouzont pelec’h, un douar peoc’husoc’h.
Un nebeudig chatal, laeret gant o ferc’henn,
Hep goût d’an enebour, a heuilh ivez disent ;
War o lerc’h krennarded diskabell, diarc’hen,
Hanter wisket ha liv an naon en o c’herc’henn,
0 diarbenn raktal ma kuitaont an hent.
A-wechoù un daolenn – un daolenn-Avïel -,
Un daolenn gaer dispar hag hon lak da leñvañ:
Ur vamm war un azen, war he brec’h ur bugel,
He diwezhañ ganet, krouadurig hag Ael,
Harpet ouzh he bruched... Ya, taolenn ar vravañ !
Hag ar chadennad-tud, loened, kozh peadra,
A dremen en-pad pell, a dremen truezus ;
Ne glevomp gant hini ar gomz an disterañ,
Met o daoulagadoù, warnomp-holl o parañ,
A ginnig dimp ur sell, ur sell trugarezus.
Rak, mar deuont a-dreñv, ni a gerzh d’ar stourmad ;
Fiziañs o deus ennomp, ha ni a lavar dê :
« An dud a wask ho pro ne drec’hfont ket dalc’hmat ;
Mar deo c’hwerv an harlu, an distro a zo mat ;
Ar gounid, ni hen tou, ne chomo ket gante ! »
Dirazomp ar c’hanol a groz... e vouezh c’haro,
Ouzh hon gervel du-hont, a ra d’hon gwad birviñ ;
An emgann a vo tomm... Kalon ! Deut eo hon tro !
Mallozh d’an drubarded ! Ne vern ket ar maro :
Re all a zisoc’ho mar kouezhomp en irvi !
Ne vezo ket lezet harluiñ hag argas,
Diframmañ diouzh o bro tud hag a vev enni ;
Kastiz a zo dleet da gement a wallgas,
Da gement a gemer ur bobl all evit chas...
Gwa evit ar Gwasker mar klask ar gasoni !
Kasoni a gavo !.. Gant hevelep diner
E paeas ar re all e vo paeet goude ;
Neb a dorr ul lezenn, n’he zorr ket en aner ;
Da neb a zo garo n’eus ket a varn dener :
Ar pobloù er bed-mañ a bae o fallente !
Chadennad truezus a dud o tilezel
O zi, o c’hêr, o bro, hag o vont dilavar ;
War o seul an tan-gwall, a bep tu ar brezel,
Ne gavont en neblec’h minic’hi na skoazell :
An Harlu evite a zo hent ar C’halvar...