Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Pêr ar Roue, martolod e-bourzh ar Châteaurenault

Gant Yann Bijer
Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras

Eñvorennoù Pêr ar Roue, martolod e-bourzh ar Châteaurenault, kontet gant e niz Yann Bijer war gwagennoù Radio Kerne.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Setu emaon o vont da gontañ deoc’h penaos e oa bet torpilhet ar Chateaurenault e-pad ar Brezel Pevarzek. Klevet am boa, digant tud ar familh, e oa bet darbet d’ar Yontr Pêr ar Roue, breur Mamm-gozh, bezañ bet kollet e vuhez gantañ pa oa bet torpilhet ar vatimant-se. Tri bloaz ha pevar-ugent e oa ar Yontr pa oan bet o welet anezhañ, ’barzh Penmarc’h, evit ma c’hellfe-eñ kontañ din doare an dorpilhadeg-se. A galon vat e krogas e-giz-mañ gant e gaoz :

Yann Soudard e-keiz ar brezel

Chañs am boa bet, ma niz. E-kreiz reuz ar Brezel Pevarzek e oa. Ken buan e vijen bet sammet ivez gant an Ankou evel ma breurkaer eus ar Gelveneg, Visant Bijer, lesanvet Kabit. D’an 20 a viz C’hwevrer 1916 e oa bet ambarket Kabit, e Toulon, war bourzh ar vatimant Provence II, da vont da Salonique, Bro-C’hres. C’hwec’h devezh goude, e-kreiz ar mor, e oa torpilhet ar Provence ha kollet ma breur-kaer ha mil nav c’hant soudard all gantañ.

Pa oa bet tarzhet ar brezel n’em boa nemet tric’hwec’h vloaz. Mobilizet e oan bet e miz Ebrel 1915. Kaset e voen da Vrest da wiskañ ma dilhad soudard ha da zeskiñ ar mod da blantañ ar baionet ’barzh kof kentañ den a c ’hellfe en em gavout dirazout, ha da lammat war un eil den kerkent all. Echu ganin gant ar skol deskiñ lazhañ tud, e oan da vezañ kaset, sañset, d’an Dardanelloù, Bro-Durki, evit plantañ ar yenn gant an Durked. Met d’ar bloavezh-se, 1915, gant an Durked eo e oa chomet an tu kreñv ken o doa ranket fuzuilherien-vor Bro-Saoz ha re Bro-Frañs dilezel tachenn-emgann an Dardanelloù ha dont da glask repu e Bro-C’hres.

Setu ne oan ket bet o vrezeliñ ouzh an Durked, met lakaet e oan bet, e Toulon, war roll ekipaj ar vatimant Chateaurenault. Per Pape eus ar Gelveneg a oa asambles ganin. Labour ar Chateaurenault a oa kas rujumantoù deus Bro-Frañs da Vro-C’hres en gortoz d’o c’has d’an Dardanelloù en-dro, mar befe tu.

An dorpilhadeg

E miz Kerzu 1917 he doa kuitaet hor batimant porzh-mor Tarente, Bro-Itali. Da Vro-C’hres e oamp o vont en-dro. Bez e oa 400 soudard ganeomp e bourzh ar vag. Diwallet e oamp gant div vatimant a vrezel, daou dorpilher : ar Mameluck hag al Lansquenet. Bez e oamp o tostaat deus aodoù Bro-C’hres. Un tennadig hent c’hoazh hag e vijemp bet e surentez. D’ar bevarzek a viz Kerzu e oa, war-dro seizh eur vintin. Brav an amzer, plaen ar mor.

Kerkent e voe klevet trouz un dra bennak o tarzhañ e-kreiz ar vatimant. Un torpilh an hini ’oa. Tennet e oa bet warnomp. Met ne oa ket echu evit-se gant hor batimant. Amzer o doa bet ar 400 soudard a oa ganeomp da cheñch bourzh ha mont war al Lansquenet hag ar Mameluck. Un nebeud amzer goude-se, e voe klevet trouz un eil stokadenn. Un eil torpilh e oa, e-barzh penn a-raok ar vatimant ar wech-mañ. « Sauve qui peut, les canots à la mer ! » a gemennas ar c’homandant. Ha bec’h dezhi ! Ar vatimant, koulskoude, a chome plaen war an dour. Dont a reas soñj din em boa prenet boutoù-lêr nevez e Tarente. Chomet e oant, e-barzh ma sac’h martolod, dindan ar pont. Bastagn ! Ha me diskenn, krap-digrap, da gerc’hat anezho. Kavet anezho. Tennet ganin ma brotikinoù soudard ha lakaet ma botoù nevez-flamm e-barzh ma zreid. Kement a brez a oa warnon, ma n’em boa ket bet furnez a-walc’h memes da gemer an nebeud gwenneien a oa ganin dindan ma c’houchetenn. Re ziwezhat !

Dic’hastet em boa evit sevel war ar pont en-dro. Ya met, n’eo ket c’hwi ’lâr, ne yae ket mui an traoù war o flaen. Penn a-raok ar Chateaurenault a oa erru a-rez d’an dour. Ranket em boa lammat e-barzh ar mor, ha kollet ganin ma botoù-lêr nevez-flamm dre ma oant bet riklet deus ma zreid. Bezet a vezo a soñjen ! Amañ e ranker neuñviñ pe veuziñ... Bannet e voe din ur penn-fard gant ekipaj ar Mameluck hag halet e voen, evel ur pezh plom, war bourzh ar vatimant-se. Poent e oa din, a-vec’h m’em boa lakaet ma zreid war bourzh ar Mameluck ma oa ar Chateaurenault o vont d’ar strad, ha tra ma oa ar vatimant o vont diwar-wel ’barzh an dour e oamp o kanañ La Marseillaise.
- Setu saveteet e oa bet an ekipaj, Yontr, am boa lâret dezhan.
- Kazimant, ya, nemet mekanisianed hag a oa gant o labour e foñs ar vag. Met gortoz, ma niz, bez’ eman c’hoazh ar pep souezhusañ da zont.

Ur sapre prof Nedeleg

Setu me, diarc’hen ha gleb-dour, war bont ar Mameluck. Pebezh souezhadenn pa ’m boa gwelet e oa ivez, war bont ar vatimant, ekipaj ur vag-spluj alaman. Prizonidi e oant. Petra a oa c’hoarvezet ? Soñj ’ta, ma niz ! E-keit ha ma oan o tic’hastiñ, evel un diaoul, war-lec’h ma boutoù-lêr a Vro-Itali, e oa bet diskoachet gant ar Mameluck hag al Lansquenet roud ar vag-spluj alaman pa oa bet lañset gant homañ an eil torpilh. Roudenn an donkadur, petra ’ri ? Ha tennadeg gant greunadennoù war ar vag enebour ! Gwallet e oa bet homañ da vat. Sevel a reas war c’horre an dour ha lammat a reas an ekipaj er mor. Saveteet e oant bet, un ugent bennak anezho, ha bet roet dilhad sec’h dezho.

Ar pezh a c’hoarvezas da c’houde am lakaas mantret-mik. Bez’ e c’hellez krediñ ac’hanon, ma niz. An ofiserien alaman e teue ganto galleg flour tra ma oamp-ni gant yezh ar vro, brezhoneg na petra ’ta. War bont ar Mameluck, e-barzh ma c’hichen, e oa daou ofiser alaman bet tennet deus an dour : ar c’ho mandant hag un ofiser all, an eil komandant, me ’soñj, ha gloazet e oa hemañ. En e c’hourvez e oa war ar pont. A-greiz-holl, en em lakaas an den da vleujal forzh e vuhez ha da dretiñ ac’hanomp, e galleg mar plij, hag e lâre :
– Bande de crapules ! Quand même vous n’allez pas me laisser crever ici.
Setu me ar gwad o sevel d’am fenn, ken ne voen ket evit herzel a respont dezhañ krak ha berr :
– Bande de crapules ? Ha biskoazh c’hoazh gant ar vezh ! Kenkoulz din lazhañ ac’hanout diouzhtu, neuze. Ha truez a teus bet, te, deus unan bennak pa ’teus tennet daou dorpilh war ar Chateaurenault ?

Met an ofiser alaman-se ne oa ket mui e anaoudegezh gantañ. Kerkent all e oa semplet pe marvet, piv ’oar, e-harzh ma zreid war bont ar vatimant. Er c’heit amzer-se e oa gwall gaoz, soñj am eus, etre komandant ar vag alaman ha komandant ar Mameluck. Goulenn a rae hemañ d’egile :
– Monsieur le commandant, je ne ne saisis pas la raison pour laquelle vous avez fait lancer deux torpilles alors que la première avait touché la cible ?
– Monsieur le commandant, a respontas an Alaman, je vous ai coulé et vous m’avez coulé. Que voulez-vous, c’est la guerre.
– Mais pourquoi les deux torpilles, Tonnerre de Brest !

Neuze e respontas ar c’homandant alaman, ha gwir bater eo an dra-mañ peogwir e oan ’barzh e gichen. Hag e lavare an den e-giz-mañ :
– Eman gouelioù Nedeleg o tostaat. Ar bevarzek a viz Kerzu emaomp. An ekipaj e faote dezho bezañ gant o familhoù evit Nedeleg. Met difennet e vez deomp mont d’ar vro en-dro keit ha na vefe ket bet tennet an holl dorpilhoù ganeomp. Chom a rae ganeomp daou dorpilh nemetken, setu kemennet am eus tennañ anezho o-daou. Petra faot deoc ’h Komandant, brezel a zo.

Setu aze ur sapre prof Nedeleg evit an ekipaj alaman, me lâr dit, ma niz, rak dre ma oant prizonidi e oa echu ar brezel evito.