• Gant Jo Morvan
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Lizher Loeiz Herrieu bet savet d'ar 16 a viz Genver 1915 evit displegañ d'e wreg mont en-dro ar fozioù brezel. Testenn lennet gant Jo Morvan.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar park-se a zo 5 pe c’hwec’h gwezh brasoc’h evit pradaouier Lann-ar-Stêr. Evit kompren petra eo an dra-se ned eus nemet krouiziñ ur fozell don a 2 vetr er lec’hideg blot a zo e Beg-ar-Maen hag er Roñvu. Get an dra-se, ar fourriered a oa bet kaset àr hon arbenn evit hor c’hondui ne ouient ket forzh-kaer an hent ; div wezh hon eus en em gollet rak ar vouzellenn a zo kamm-digamm hag àr-dro, ha kant ha kant bouzellenn arall a ya er-maez ag an hini kreiz… Da 3 eur e oamp aet er vouzellenn hag e oa 6 eur a pad omp erru get ar c’homandant. Ma chaosonoù, ma loeroù nevez (ar re du) a oa toullet àr ar seulioù dre forzh forsiñ da denniñ ma zreid ag ar vouilhenn. Div c’hloevenn e ma seulioù treid a oa talpet.
Dek gwezh e oan bet evit en em deurel er fank, met ret e oa kerzhet, get ar sac’h, ar fuzuilhenn, ar boued… ’Benn ar fin evelkent e erruazan en ur vouzellenn lec’h ma oa gouloù. Me a c’houlennas petra oa eno hag e oa respontet din e oa loj ar c’homandant e oa. Erru e oamp. Àr hor c’hrabanoù neuze, setu-ni oc’h en em vountiñ en un toull lec’h ma oa fourriered arall ; uhel e oa evel ul loch ki ha lous ha brein evel kiel hor pemoc’h. Me a gavas ur pennig plañch, a gouezhas àrnezhañ hag a chomas eno da c’hortoz an deiz. Dour a gouezhe àrnomp dre an doenn graet get koad ha douar. Un dristez ! Me a cheñchas neoazh ma loeroù hag a lakaas ma galochoù, hag evel-se ne’m eus ket bet aneoued bras. En toull-se eh omp chomet e-pad an deiz, e-pad an noz àr-lerc’h, e-pad an deiz arre hag un nozvezh arall. An div noz diwezhañ neoazh e oa bet cheñchet fourriered an armée active a oa en hor raok, ha neuze en doa gallet Bellec ha me monet en ur c’hornig lec’h ma oa un dornad plouz hag a oa goloet get un tamm lien tent a gase an tapennoù dour betek ur pod houarn.
Ar mintin-mañ eh omp daet da Jumigny, un hanter lev doc’h an trañcheioù, da ziskuizh 6 deiz. Hon tud a oa lojet gwell evidomp met kement a vizer o deus bet, an ofiserion ivez. Àr hor buhez ne oa dañjer ebet : an trañcheioù a zo 800 m doc’h re an Alamanded, hag hor post-ni 1200 m, hag a-c’houde daou viz ned eus ket bet netra en tachad-se. An eneberion a zo àr un deval ha ni àr ur menez ; ne glaskont ket tenniñ àrnomp na ni àrnezhe.