• Gant Jules Gros
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Eñvorennoù Jules Gros diwar-benn emgann Mercatel d'an 2 ha 3 a viz Here 1914, dastumet gant Roger Laouenan e 1978-1979.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ha da Vercatel e oamp bet degaset gant an artillerie hag e oamp arriet eno d'an 2 a viz Here 1914.
2 a viz Here.
2 a viz Here.
Daou viz brezel 'pa graet dija.
A-benn neuze 'mamp graet daou viz brezel, ya. Ha... evel e oamp arriet e oamp bet kaset diouzhtu er blaenenn a oa etre Neuville-Vitasse hag Arras. E oamp kaset eno d'ober trancheoù ha 'meump kleuzet trancheoù eno marteze e-pad div eur bennaket ha war-dro pemp pe c'hwec'h eur goude kreisteiz, pa oa achu an trancheoù-se, e oa lavaret dimp dont war hom giz da Vercatel daou pe dri gilometr war a-dreñv da dremen an nozvezh.
Ha lezel an trancheoù neuze.
Ha lezel an trancheoù evel ma oant, en goullo.
Brav e oa an amzer d'ar c'houlz-se ?
Brav, tomm e oa an amzer, an amzer gaer, ken a oa. Hag e Mercatel e oamp chomet da gousket, e oamp lakaet e menajoù, bountet er c'hrignelloù hag er c'hrevier, lec'h e oa plouz, brav dimp, tremen an nozvezh eno, ha da deir eur neuze deus ar beure, abred, e oamp savet, ha lavaret dimp : « Bremañ avat ac'h eomp da okupiñ an trancheoù a 'mamp toullet dec'h da noz », stad ennomp, ha war-raok. Ha pa oamp arri war an hent bras ac'h ae deus Neuville-Vitasse da Arras... Evel e oamp arriet eno a gomansemp klevet ar bolejoù o c'hwitellat en-dro d'hon divskouarn, bolejoù mitrailleuse hag an ofiserien neuze a oa en em glevet : « Petra a vo graet, petra a refomp bremañ ? » Ha moarvat unan bennaket uheloc'h 'neva degaset an urzh dezhe da vont war a-raok.
C'hwi ne welec'h mann ebet c'hoazh d'ar c'houlz-se ?
A me ne ouien mann ebet met ar bolejoù o tremen. Evuruzamant ac'h aent dreistomp, evuruzamant, ma vijent bet izeloc'h oamp bet falc'het tout.
C'hwi oa berniet…
Ni a oa berniet, daon ya, ni a oa… pevar-ha-pevar eno koura…
Pevar-ha pevar, tout ar rujumant.
A, me n'ouzon ket, moarvat ne oa ken 'met hom batailhon, met me bepred ne welen ken 'met ma c'hompagnunez ma-unan, ne welen mann all ebet. Nann nann. Ur soudard deus e blas er brezel na wel netra, na oar netra.
A boñ. Nemet pezh a zo just en-dro dezhañ.
Just en-dro dezhañ. E gamaraded en-dro dezhañ, marteze a-hed kant metr pe evel-se... [?] Ne wel ket ouzhpenn, ne oar mann…
Na oar mann ebet, petra zo tremenet.
A nann, nann, nann. Na oar nemet un dra : pa gouezhe un obuz war e gein pe war e benn pe en e gichen a oar zo un obuz o tont dezhañ, pa glev ar bolejoù fuzuilh pe mitrailleuse o c'hwitellat, e vezer o tennañ warnañ, ha zo tennoù ha mann all ebet. Ha bremañ a renk kaout urzhioù, kaout urzhioù da vont e lec'h all, [?] lec'h all pe da chom lec'h amañ, lavaret tout an traoù a vez lavaret dezhañ, ha setu e oa lavaret dimp a-greiz-tout : « Allez, à la baïonnette, en avant, baïonnette au canon ! » Ha baïonnette au canon hag a-raok ha tout. Ha neuze e oa lavaret dimp hastañ buan, d'ar red, ha nimp da redek neuze en tu all d'an hent. Hag eno e oa ur parkad beterabez, ur pezh parkad beterabez, hir-hir-hir, ha ledan, ne vije gwelet nemet beterabez, plaen, plat evel un daol.
Kleuz ebet
A, kleuz ebet, dimp da welet.
Se oa deus ar beure abred.
Se a oa deus beure abred war-dro eizh eur pe evel se, ha ni d'ar red war gaout an Alamanted. Ya, an Alamanted a oa bet finoc'h evitomp-ni. Ar re-se a oa aet barzh an trancheoù. Hag e-pad an noz a deva stignet orjal-pik dirak an trancheoù. Ha bremañ ar Frañsizien, hañ... « Tostait hardi. » Ar mitrailleuse a oa e-barzh, hag a mamp da vont a-enep d'ar re-se, da vont a-benn dezhe. Hag ac'h aemp d'ar red, d'ar red, d'ar red. Pegeit 'mamp da redek, n'ouzon ket just, met me 'sonj e oa ur c'hilometr bennak, war-dro ur c'hilometr…
Se zo hir.
… deus an hent. A ya, a ya, rakar komanset e oa an Alamanted da dennañ warnomp, ne oant ket bet pell o c'houzout penaos ac'h ae o zennoù dreistomp peogwir ne welent den ebet o kouezhal, ha neuze berraet o zenn ha neuze a dape o bolejoù, ha neuze a gouezhemp... Ar brageier ruz, hañ... Kar brageier ruz a 'mamp c'hoazh d'ar c'houlz-se hag ur c'hepi ruz, ha brageier ruz. Mañchon ebet, nann, ni ne 'mamp mañchon ebet. Ur c'hepi ruz ha... gant bragoù ruz. Hag ar re-se a gouezhe.