• Gant Erwan Le Pipec
• Tennet eus Ar Brezel bras + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar Brezel bras
Ar varzhoneg Kenavo savet gant Joseph Le Guellaut ha lennet gant Erwan Le Pipec.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Kenavo deoc’h ma zad, ha deoc’h ma mamm tener…
Kenavo deoc’h kerent, amied ha breudeur…
Plijet get an Itron, ha get he mab Jezus
ma teuin c’hoazh d’ho kwelet, leun a vuhez, joaus.
Kenavo deoc’h iliz… e dirak hoc’h aoter
Lies em eus pedet. – Kenavo d’ho kleier
A sone ker sklintin. – Kenavo deoc’h ivez
Bered, bez ma zadoù ; n’ho kwelin mui marteze.
Kenavo deoc’h parkoù, e-men em eus c’hwezet
Pep dornad ag ho touar a anavez ma fazoù…
Dindan ho kwez uhel lies em eus klevet
An evned o kanañ, kuzhet àr ar barroù.
Marteze n’ho kwelin mui, kenavo, kenavo
An dud a ya du-hont ne zeuont ket holl en-dro.
Ha setu eñ aet kuit du-hont, da vrezelaat
Ar chif en e galon, an daer en e zaoulagad…
A bazoù bras ec’h a, hep distroiñ e benn
Ne vez ket mui gwelet, aet eo er gammdroenn…
An evned a gan c’hoazh àr ar barr uhelañ
Met diskouarn an dud ne glev ket o diskan.
Du-hont, àr ar frontier, e red dija ar gwad…
Ar re a chom er gêr, evit ar c’her soudarded
Dirak Itron Karmez, a bede noz ha deiz :
« Diouzh an tan, diouzh ar c’hleañ (ar c'hleze), gwarnit ho pugale. »