• Gant Goulc'han Kervella
• Tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Chut, chut, chut, kontadennoù a vo !
Diwar ur gontadenn dastumet en XIXvet kantved gant Fañch an Uhel.
Gitar ha son : Jakez ar Born. Telenn : Lucie Marical, eus ar CD Horizon 2000.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
1
Gwechall en amzer gozh e oa ur roue e Frañs hag a oa ken troet gant an avaloù ma voe anvet Roue an Avaloù. Ma lavaras un deiz e rofe e verc'h d'an hini a zegasfe dezhañ an avaloù kaerañ. E verc'h a oa kaer evel an heol. A bep tu, hag a-bell hag a-dost, ec'h erruas avaloù eus ar re gaerañ, gant rouaned, gant priñsed hag ivez gant tud diwar ar maez ha labourerien-douar, rak lavaret en doa ar roue kozh e vije degemeret an holl.
Un den eus a Vro-Dreger, anvet Dagorn, en doa avaloù eus ar c'haerañ.
Tri mab en doa ivez, daou eeun hag unan tort. Ar mab henañ a yeas da gaout e dad, da c'houlenn kas eus e avaloù da Bariz. Dagorn a lavaras neuze d'e vab :
– Ma ! Kerzh 'ta ma 'peus kement a c'hoant !
2 [1:56]
Mont a ra hemañ en hent, ur banerad avaloù gantañ, ha penn-da-benn an hent ne rae nemet hunvreal eus ar briñsez. Un deiz graet gantañ dija ur pennad mat a hent, e oa azezet e-kichen ur feunteun, o tebriñ un tammig bara sec'h, pa welas ur wrac'hig kozh, daoubleget war he bazh, hag a c'houlennas un tamm bara digantañ.
– Kit kuit ! Sorserez kozh, me n'am eus ket re a vara.
– Ma ! Ma faotr, naered kaer a vo !
Ne ouie ket petra a felle dezhi lavaret dre ar c'homzoù-se.
Erru e Pariz, ez a diouzhtu etrezek palez ar roue. Skeiñ a ra war an nor ha kerkent ez eo digoret dezhañ.
– Petra a c'houlennit, va den mat ?
– Diskouez va avaloù d'ar roue.
– A belec'h emaoc'h ?
– Eus a Dreger.
– Eus a Dreger ? Pelec'h emañ ar vro-se ? N'eus forzh, deuit e-barzh.
Mont a ra en ur sal e lec'h ma oa kalz a dud, hag avaloù ganto. Pa oa sellet an avaloù, ar re-mañ a oa kaer, ar re-se kaeroc'h, ar re-hont kaeroc'h c'hoazh ; ur blijadur 'oa gwelet anezho.
– Ha te, paotr Treger, dizolo da baner ivez ma vo gwelet.
'Vel ma tennas ar serviedenn, e tilammas naered eus ar baner, kement a hini hag a avaloù a oa enni. Spontet an holl. Ma voe kaset er-maez a-daolioù treid, ha bountet er prizon.
3 [4:06]
Tremen daou viz a oa abaoe ma oa aet kuit ar mab koshañ, ha dre ma n'en doa keloù ebet eus e vab, e oa ankeniet Dagorn gozh. Ma c'houlennas e eil vab mont ivez da Bariz, da welet petra a oa c'hoarvezet gant e vreur. Ha kas a ra gantañ ivez ur banerad avaloù. Un deiz ma oa skuizh o vale ec'h azezas e-kichen ur feunteun war vord an hent da ziskuizhañ ha da zebriñ un tammig bara ha da evañ ur banne dour. Dont a ra ivez ur wrac'hig kozh da c'houlenn un tamm bara digantañ, ar memes hini en doa gwelet e vreur, rak e-tal ar memes feunteun e oa.
– Kit war-raok, sorserez kozh, n'em eus netra evidoc'h !
– Ma va faotr, tousegi kaer a vo !
Ne ouie ket petra a felle dezhi lavaret dre ar c'homzoù-se. Sevel a ra, goude bezañ debret ha diskuizhet un tammig, mont a ra en hent, hag ec'h erru ivez e Pariz. Mont a ra da balez ar roue, ha pa seller e baner, e-lec'h an avaloù kaer a oa deuet gantañ, e voe gwelet kemend-all a dousegi. Setu droug er roue, hag e lavaras :
– Lakit prim an den-mañ er prizon !
Laket e voe er prizon 'lec'h ma oa e vreur henañ, hag int o kontañ an eil d'egile ar pezh a oa c'hoarvezet ganto.
– Daoust ha petra a zo kiriek ma oa naered ha tousegi en hon faneroù e-lec'h an avaloù kaer a oa aet ganeomp ? Nemet gwrac'h kozh ar feunteun e vefe ?
4 [6:20]
An tort a c'houlenn mont ivez d'e dro da Bariz.
– Ya sur ! eme e dad ; te a soñje dit ober gwelloc'h evit da vreudeur ! An holl a raio goap ouzhit, ha ne vi ket memes degemeret da ziskouez da avaloù.
– Marteze ma zad ; met laosk ac'hanon da vont bepred.
– Ma ! Kerzh eta, pa 'peus c'hoant.
Setu ma'z a kuit an tort, gantañ ur banerad avaloù. En em gavout a ra da zebriñ un tamm bara ha da evañ ur banne dour e-kichen ar memes feunteun hag e zaou vreur. Dont a ra ivez ar wrac'h kozh da c'houlenn un tamm digantañ.
– Ma feiz ! Mammig kozh, gwall dreut eo ma lein, met a-greiz kalon e rannin ganeoc'h.
Hag eñ o reiñ an hanter eus e vara d'ar wrac'h.
– Ma bennozh, ma mab ! Avaloù kaer a vo !
Erruout a ra an tort ivez e Pariz ; mont a ra da balez ar roue ; an holl a c'hoarzhe hag a rae goap outañ ; met eñ ne rae van ebet. Pa voe sellet e baner, biskoazh ne oa gwelet avaloù ken kaer, ma chomas ar roue hag ar briñsed souezhet da sellet outo.
– Hola ! Hemañ eo ar mestr, ha dezhañ e vo ma merc'h !
5 [8:20]
Ar briñsez, pa welas kement-se, a oa tost dezhi semplañ.
– Un tort ! Me, kemer un tort da bried ! Biken ! Gwelloc'h e vo din mervel.
Setu nec'het ar briñsez, ha droug enni. Ar Priñs Glas en doa diskouezet ar c'haerañ avaloù, hag a oa sur da c'hounit a lavaras neuze :
– Ma en defe an tort da briñsez, e kavan mat goulenn digantañ un dra bennak all.
– Se a zo eeun, a lavaras an holl.
Ma voe kaset an tort kaezh da vesa kizhier-koad en ur c'hoad bras, ha lavaret dezhañ ma vankje unan hepken pa zistrofe d'ar gêr, e oa echu an afer.
Mont a ra an tort en deiz war-lerc'h etrezek ar c'hoad, gantañ ur sac'h a oa hanter-kant kazh-koad, hag eñ gwall drist. Pa oa o vont evel-se, e welas o tegouezhout gwrac'h kozh ar feunteun :
– Demat dit, mabig !
– Ha deoc'h ivez, mammig-kozh.
– Petra a zo c'hoarvezet ganit ? Gwall drist out.
Kontañ a ra dezhi e istor.
– O ! Ba ! Mar n'eus nemet se, arabat dit bezañ nec'het ; sell amañ ur c'hwitell, ha na'z po nemet ober teir c'hwitelladenn, ha kerkent en em gavo da holl gizhier-koad, n'eus forzh pelec'h e vefent.
Setu eñ laouen.
Erru en ur prad kaer a oa e-kreiz ar c'hoad e tigor e sac'h, ha kerkent ar c'hizhier-koad er-maez ha da redek, ha da bignat war ar gwez.
– Ma c'hellan o dastum emberr, c'hoazh.
6 [10:40]
Kaer e oa an amzer, hag en em laka da glask mouar ha kraoñ-kelvez er c'hoad.
Erru kuzh-heol, e kemer e c'hwitell :
– Gwelomp.
Ober a ra teir c'hwitelladenn, ha kerkent e tered ar c'hizhier-koad en-dro dezhañ.
– Hag a zo mat ! emezañ.
Kemer a ra neuze hent ar c'hastell, laouen-bras, hag ar c'hizhier-koad war e lerc'h. Ma voe souezhet an holl o welet anezhañ o tont en-dro e-giz-se. Kontet e voe ar c'hizhier-koad : ne vanke ket unan ! Setu nec'het-bras ar briñsez, hag ar Priñs Glas ivez.
– Ret e vo kas anezhañ adarre warc'hoazh, ha neuze 'vo gwelet.
Ma voe lavaret d'an tort mont en-dro adarre d'ar c'hoad, an deiz war-lerc'h, gant e gizhier-koad.
– A-greiz-kalon ! emezañ.
7 [12:14]
Mont a ra laouen-bras o c'hwitellat hag o kanañ.
Da greisteiz e kasas ar briñsez he matezh da gas e lein dezhañ, hag a lavaras dezhi prenañ ur c'hazh-koad ha degas anezhañ ganti. Pa erruas ar vatezh 'barzh ar prad, e oa an tort o c'hoari gant e gizhier-koad war ar geot. Bez' e oa war e skoaz, war e benn ; ur blijadur 'oa o gwelet.
– Pegen koant da loenedigoù ! eme ar vatezh, mar karfec'h gwerzhañ unan din ?
– O ! Nann, ne werzhin hini ebet eus ma loenedigoù koant.
– Unan hepken, me en paeo mat.
– Hini ebet.
– Kant skoed evit unan, a-walc'h a chomo ganeoc'h c'hoazh.
– Ha pa rofec'h din daou-c'hant, n'ho po ket.
– Ma ! daou-c'hant skoed a roan deoc'h evit unan.
– Daou-c'hant skoed evit ur c'hazh-koad ! a lavare an tort dezhañ e-unan ; biskoazh n'en doa gwelet kement-se a arc'hant. C'hoazh e rofec'h din ur pok.
– Ma ! hag ho po, met ne lavarit da zen.
Ma roas unan dezhi. Houmañ a laka ar c'hazh-koad en he zavañjer, hag a red d'ar gêr. Ne oa ket aet a-bell, pa gemer an tort e c'hwitell, hag e laosk ur c'hwitelladenn. Kerkent ar c'hazh-koad en em lak da skrabañ hag e tirog tavañjer ar vatezh, hag e teu da gaout an tort.
Pa erruas ar vatezh er gêr :
– Petra ! N'eus ket deuet ur c'hazh-koad ganit eta ? a lavaras kerkent ar briñsez.
– Deuet e oa unan ganin, hag erru e oan gantañ damdost d'ar gêr, pa glevas ur c'hwitelladenn, ha kerkent e frinkas kement ha kement ma rogas va zavañjer, hag ez eas kuit.
– Hag an arc'hant ?
– Am eus roet dezhañ.
– Ma, genaouegez ! Bremañ e c'hellez redek war-lerc'h ! Met n'eus forzh, me yelo ma-unan warc'hoazh, hag e teuin a-benn.
Kuzhet an heol, ez a adarre an tort d'ar gêr, ha pa voe kontet ar c'hizhier-koad, ne vanke hini ebet.
– Ret eo e vefe ur sorser ! a lavare an holl.
8 [15:20]
An deiz war-lerc'h, e voe kaset adarre an tort gant e gizhier-koad. Pa voe degouezhet poent merenn, ar briñsez a yeas he-unan. An tort a oa adarre o c'hoari gant e gizhier-koad, hag en doa kalz a blijadur ganto.
– Pegen koant ho loenedigoù ! a lavaras ar briñsez ; ma karfec'h gwerzhañ unan din ?
– Ne roin hini ebet eus ma loenedigoù ! Re o c'haran evit-se.
– Me a roio deoc'h daou-c'hant skoed evit unan.
– Nann ! Nann ! sellit eta, 'vel ma'z int koant.
– Tri-c'hant skoed evit unan ! eme ar briñsez.
– Ma ! Pa eo c'hwi, Priñsez, pemp kant skoed hag ur pok.
– Petra a lavarit, den divergont ? Taolit evezh da biv e komzit. Pemp kant skoed a roin deoc'h ha netra ken.
– Neuze e talc'han ma c'hizhier-koad.
– Ma ! Ar pezh a c'houlennit ho po, met ne lavarit da zen.
Reiñ a ra pemp kant skoed d'an tort, hag ur pok. Choaz a ra neuze ur c'hazh-koad, a laka en he bruched, ha kuit kerkent. Met ne oa ket aet c'hoazh er-maez eus ar c'hoad pa laosk an tort teir c'hwitelladenn. Kerkent ar c'hazh-koad en em lak da frinkañ ha da skrabañ bruched ar briñsez, kement ma teu da ziwadañ. Dont a ra d'ar gêr en daeloù ha gwad warni. Pa glevas ar Priñs Glas an istor, en em lakas e fulor.
– Met n'eus forzh, warc'hoazh me 'z aio ivez da'm zro, hag e teuin a-benn eus an tort daonet-se.
9 [17:45]
Mont a ra ar Priñs Glas, an deiz war-lerc'h, da gaout an tort d'ar c'hoad, war varc'h, ha gwisket evel un den diwar ar maez. Roet ez eus dezhañ ur c'hazh-koad evit seizh kant skoed ha seizh taol bazh en e revr. Ar Priñs a lak ar c'hazh-koad en e dog, a lak an tog war e benn, hag a deu etrezek ar c'hastell. Pa oa o tremen ul lanneg e lec'h ma oa nevez-troc'het lann hag a oa enni kalz a gefioù, e laoskas an tort teir c'hwitelladenn. Ar c'hazh-koad, pa glevas, a ziskaras tog ar Priñs Glas, a skrabas e vizaj, a zeredas da gaout an tort. Ar Priñs, na oa ket start war e varc'h, a gouezhas, hag ur c'hef lann az eas en e revr, ken don, ma rankas chom eno.
Da guzh-heol, an tort a deuas d'ar gêr, evel en deizioù all, ha gantañ e holl gizhier-koad : kaer e oa o c'hontañ ne vanke hini ebet.
– Hag ar Priñs Glas, pelec'h emañ ? eme ar briñsez.
– N'ouzon ket, n'em eus gwelet priñs ebet.
– Allas ! Koll a rankan.
– Pegoulz e vo an eured, Priñsez ? Graet em eus holl ar pezh ho peus goulennet, ha gounezet div wech.
Ma oa graet an eured an deiz war-lerc'h. Breudeur an tort, a oa pell a oa er prizon, a voe lakaet er-maez. Pa oant holl o vont d'an iliz, gwisket kaer, bleunioù ha muzik ganto, e voe gwelet ur wrac'hig kozh, ha ganti en he dorn, ur wialenn wenn. Mont a reas etrezek an tort, en stekiñ gant he gwialenn, ha kerkent e teuas da vezañ eeun hag un den kaer.
Eno e voe neuze festoù kaer. Pemzek deiz e padas ar c'hoari, festoù, dañsoù ha muzik bemdez.
Hag ar Priñs Glas ? Ar Priñs Glas a oa chomet war al lanneg, aet ur c'hef ken don ennañ, ma ne c'helle ket ken sevel war e dreid. Den ne ouie pelec'h e oa ; Hag ar pezh a rae ar muiañ a boan dezhañ, e oa trouz an eured, ar muzik, an dañsoù, ha c'hwezh ar friko a deue betek ar priñs kaezh !