• Gant strollad Teatr Penn ar Bed
• Tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD)
Ur pezh-c'hoari tennet eus ar gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc'han Kervella.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
A-raok c’hoari
Ur vaouez en oad, e korn an oaled, a zo o kontañ ur vojenn bennak da Fañch an Uhel.
Hemañ er skriv war ur c’haier.
Ar Gonterez. — Ur wezh e oa, ur wezh ne oa ket hag ur wezh e oa memes tra. Roue kozh Breizh-Izel a oa klañv pell-bras a oa. Louzaouer ebet na c’helle e yac’haat. Tri mab en doa ar roue kozh : an daou goshañ a oa brav ha dispont ; an trede a oa aonik ha tort.
DIVIZ 1
E kastell ar roue. Emañ ar roue, kamm ha kabac’h, o vont hag o tont. Klemm a ra gant ar boan.
Ar Roue. — Klañv-bras on. Poan-benn am eus. Poan-gein. Poan-gof. Poan em c’halon. Arsa ! Louzaouerien !
Erru al louzaouerien en ur zougen buredadoù louzeier.
Al Louzaouerien. — Klañv oc’h, Aotrou Roue ! / Arabat ober biloù. / Ni zo medisined vras, / Gouiziek ha speredek. / Ni a ouezo ho louzaouiñ. / Setu louzaouenn an drev. / Setu louzaouenn ar ruzell, / Louzaouenn ar jotorell, / Louzaouenn an dokenn. / Evit ! Lonkit ! Debrit ! Sunit !
Reiñ a reont dezhañ da evañ.
Ar Roue. — Ec’h ! Fall eo ho louzeier ! Kit kuit !
Al Louzaouerien. — Setu amañ ul louzoù mat ! Evit ! Lonkit ! Debrit ! Sunit !
Ar Roue. — Kit kuit diwar ma zro !
Mont kuit a reont, hanter spontet. Erru ur soudard kozh.
Ar Soudard kozh. — Aotrou ar Roue… Me a oar petra eo ho kleñved. Me ’oar petra a barefe ac’hanoc’h.
Ar Roue. — Gwir a lârit ?
Ar Soudard. — Re wir zoken. Lakait klask tri skourr eus ur wezenn impinad. Hag ar stok anezhe ho lakao da vezañ yac’h.
Ar Roue. — Tri skourr, a lârit ! Me n’on ket gouest da vont da glask an tri skourr-se !
Ar Soudard. — Met n’eo ket c’hwi a raio. Kasit ho tri mab da glask anezhe. An hini a deuio a-benn eus e daol a vo lakaet da roue war ho lerc’h.
Ar Roue. — Fur eo ar pezh a lavarez din. Arsa ’ta ma mibien, deuit da gaout ho tad !
DIVIZ 2
Erru eo an tri mab an eil war-lerc’h egile. An daou gentañ a zo un tamm mat a deil ganto. An trede avat a zo disteroc’h ha tort.
Ar Mab kentañ. — Ac’hanta, ma zad !
An Eil Mab. — Â deoc’h, ma zad !
O-daou. — Sellit ouzh Mizerig, hon tad ! Na pegen divalav eo ! Pegen berr e spered !
Mizerig. — Bennozh Doue deoc’h, ma zad.
Ar Roue. — Ma mibien, ur c’heloù fall am eus da reiñ deoc’h. Klañv-bras on, a ouezoc’h. Emaon gant an talaroù. Un dra hepken a zo gouest da’m fareañ. Tri skourr eus ur wezenn impinad. Ret e vo deoc’h mont da glask an tri skourr-se. Pep hini diouzh e du. An hini en degaso din a vo roue war ma lerc’h.
Ar Mab kentañ. — Me az aio ma zad. Ha ne vin ket pell oc’h ober ma zro.
Ar Roue. — Ur mab mat oc’h. Dalit ! Arc’hant d’ober ho peaj. Kenavo deoc’h ha chañs vat.
En em lakaat a ra ar mab kentañ da vale war an hent.
Mizerig. — Chañs en deus ma breur koshañ. Kreñv ha kalonek eo. Ha me ken yaouank all, ken dinerzh all…
DIVIZ 3
Bloaz war-lerc’h e lez ar Roue. Klañvoc’h-klañvañ eo ar roue.
Ar Roue. — Bloaz a zo emañ aet ma mab henañ kuit. Ha n’eo ket distro c’hoazh.
Ar Soudard. — Pelec’h an diaoul eo chomet ’ta ? An daou vab all, deuit da gaout ho tad !
An Eil Mab. — Â deoc’h, ma zad ! Ata, Mizerig, degouezhet oc’h ivez, tamm genaoueg !
Mizerig. — Bennozh deoc’h, ma zad !
Ar Soudard. — Ho preur koshañ a zo chomet da ruzañ war an hent, c’hoazh.
Ar Roue. — C’hwi, ma eil mab, a vo ret deoc’h mont da glask din an tri skourr.
An Eil Mab. — Hag ez in, hep aon ebet, ne’m bo ket dale ebet.
Ar Soudard. — Ma teuoc’h a-benn e vezoc’h lakaet da roue war-lerc’h ho tad.
An Eil Mab. — Ne vin ket pell oc’h ober ma zro.
Ar Roue. — Kenavo ma mab ha chañs vat deoc’h ! Kasit an arc’hant-mañ ganeoc’h d’ober ho tro.
En em lakaat a ra da vale war an hent.
Mizerig. — Na chañs en deus ma breur. Kreñv ha kalonek eo. Ha me ken yaouank
all, ken dister all… Biken ne vin roue !
DIVIZ 4
En ur gêr a Vro-Spagn. Emañ ar mab henañ en ostaleri o tañsal, o c’hoari hag oc’h evañ gwin a-gevret gant ur bern bambocherien… Erru eo an eil breur.
Ar Vambocherien. — Sellit ’ta ! Un estrañjour. / Deuit da zañsal ganeomp. / Dañsal ar gavotenn / Ar plin pe dañs-Leon / Ar flamenco ! / Amañ e vez plijadur / Ebatoù noz ha deiz / Koroll ha kanañ / Boueta ha frikota / Evañ ha lonkañ / Debriñ ha korfata ! / Deuit ’ta !
Ar Mab koshañ. — C’hwi eo ma breur ? Oc’h ober petra emaoc’h aze ?
An Eil Mab. — Deuet on da glask an tri skourr.
Ar Mab koshañ. — O ! Gast ! An tri skourr. Disoñjet a-grenn em boa.
An Eil Mab. — Ret eo din mont diouzhtu.
Ar Mab koshañ. — Chomit ’ta ur pennad ganeomp.
Ar Vambocherien. — Chomit ’ta da zañsal’ta, da ganañ, da c’hoari c’hartoù, kilhoù, dominoioù, da evañ bier, gwin, sistr, chouchenn…
An Eil Mab. — Ur pennadig hepken neuze.
Ar Vambocherien. — Ma ! Deus da zañsal ganeomp’ta ! Ma ! Deus da goroll ganeomp !
Hag an dañs en-dro, dibreder-kaer an daou vreur.
DIVIZ 5
Bloaz war-lerc’h. Gwall glañv eo ar roue ha keloù ebet eus e zaou vab.
Ar Roue. — Bloaz a zo emañ aet ma eil mab kuit. Ha n’eo ket distro c’hoazh.
Ar Soudard. — ’Faota ket fiziout ! Biken ne deuio en-dro.
Mizerig. — Ma zad, laoskit ac’hanon da vont.
Ar Roue. — Re yaouank oc’h.
Ar Soudard. — Re fall eo ho yec’hed.
Mizerig. — Laoskit ac’hanon da vont ha me a deuio a-benn.
Ar Roue. — Ur mab mat oc’h. Kit neuze. Sed amañ arc’hant deoc’h d’ober ho tro. Taolit evezh avat !
Ar Soudard. — Kenavo ha chañs vat deoc’h, neuze !
Mizerig. — Kenavo ma zad. A-barzh pell e vin distro.
Ha dao, Mizerig en hent d’e dro.
DIVIZ 6
En em gavet eo Mizerig er gêr a Vro-Spagn el lec’h m’emañ e zaou vreur o riboulat.
Ar Vambocherien. — Sellit ’ta ! Un estrañjour. / Deuit da zañsal ganeomp. / Dañsal ar gavotenn / Ar plin pe dañs-Leon / Ar flamenco ! / Amañ e vez plijadur / Ebatoù noz ha deiz / Koroll ha kanañ / Boueta ha frikota / Evañ ha lonkañ / Debriñ ha korfata ! / Deuit ’ta !
An Eil Mab. — Sell ’ta ! Mizerig eo.
Ar Mab koshañ. — Oc’h ober petra emaoc’h aze ?
Mizerig. — O klask an tri skourr emaon.
An Eil Mab. — O ! Gast ! An tri skourr. Disoñjet a-grenn em boa.
Ar Mab koshañ. — Sed aze ur pezh kaer ! Chomit ’ta da riboulat ganeomp.
Mizerig. — Ne rin ket.
An Eil Mab. — Roit hoc’h arc’hant deomp.
Ar Mab koshañ. — Debret eo hor stal ganeomp.
Ar Vambocherien. — Chomit da zañsal ’ta, da ganañ, da c’hoari kartoù, kilhoù, dominoioù, da evañ bier, gwin, sistr, chouchenn…
An Daou Vab koshañ. — Chom ur pennad ganeomp ’ta ! Chom ur pennad ’ta !
Mizerig. — Ne chomin ket. Ma ger am eus roet da’m zad. Derc’hel a rin da’m ger, hag e rin ! Hep kenavo !
En em lakaat a ra en hent. Ha dañs en-dro en ostaleri.
DIVIZ 7
Ar Gonterez. — Ha kuit Mizerig, laosket e zaou vreur war e lerc’h. Tra ma oa o sevel gant ur menez uhel, setu ur wrac’h kozh o tont d’e gaout.
Ar Wrac’h kozh. — Da belec’h emaoc’h o vont ma mab ?
Mizerig. — Da glask tri skourr eus ur wezenn impinad. Evit pareañ ma zad hag
a zo klañv-bras.
Ar Wrac’h kozh. — War an hent mat emaoc’h ma mab.
Mizerig. — Pell emaon c’hoazh ?
Ar Wrac’h kozh. — Pell-bras zoken. Diaes e vo deoc’h dont a-benn. Selaouit mat ac’hanon.
Mizerig. — Ober a rin.
Ar Wrac’h kozh. — Savit gant ar menez. War beg ar menez e kavoc’h ur gompezenn vras, goloet-holl gant bleunioù kaer ha laboused dudius. ’Barzh kreiz an dachenn vleunioù emañ ar wezenn impinad. Enni emañ an tri skourr. Diwallit gant pezh a reoc’h ! Un euzhvil seizh penn a zo eno, o lakaat evezh er wezenn. Ma welo ac’hanoc’h e taolo tan ouzhoc’h dre e seizh beg. Devet, rostet, poazhet, suilhet, krazet ha pulluc’het e veoc’h ken e veoc’h !
Mizerig. — Penaos ober neuze evit pakañ an tri skourr ?
Ar Wrac’h kozh. — Selaouit mat. Da greisteiz ec’h en em lak an euzhvil da gousket. Gortozit ken ma vo sonet daouzek taol kreisteiz. Neuze e c’helloc’h tapout an tri skourr. Sed amañ ur gontell vurzhudus d’o zroc’hañ. Chañs vat deoc’h, ma mab.
Mizerig. — Mil bennozh deoc’h, mamm-gozh !
Kenderc’hel a ra Mizerig gant e hent etrezek menez an euzhvil.
DIVIZ 8
War gern ar menez. E-kreiz, ar wezenn impinad, tri skourr alaouret outi. War he zro, ar roñfl seizh penn, o korvigellañ.
An Euzhvil. — Me eo ar ramz, ar roñfl, an aerouant, an amboubal, an euzhvil, al loen spontus, skrijus, braouac’hus, estlammus…
Seizh penn a zo deus ma c’horf, unan, daou, tri, pevar, pemp, c’hwec’h, seizh…
Diwallit da dostaat ! A-hend-all…
Diwallit da stekiñ ouzh ar wezenn ! Panese…
E veoc’h devet, poazhet, suilhet, rostet, pulluc’het, krazet…
Graet ’vo bleud, butun, huzil, ludu ganeoc’h…
Kreisteiz zo o vont da seniñ.
Diskuizhañ hag ober ma c’housk-kreisteiz.
Un taol, daou daol, tri zaol, pevar zaol, pemp taol, c’hwec’h, seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek taol !
Kreisteiz eo ! Mall ’m eus da vont da gousket !
En em reiñ a ra da gousket. Erru eo Mizerig.
Mizerig. — Setu ar wezenn. Buan ! Sell ’ta ! Petra eo an dra-mañ ? Ur penn, daou benn, tri fenn, pevar fenn, pemp penn, c’hwec’h penn, seizh penn. Seizh penn ! An euzhvil seizh penn eo ! Pegen divalav eo. Nag a flaer zo gantañ ! Flaer ar bouc’h ! Kousket eo. Buan, deomp da bakañ ar skourroù. Unan, daou, tri skourr. Deomp kuit en-dro.
En em dennañ a ra kuit. Dihuniñ a ra an euzhvil.
An Euzhvil. — Sell ’ta ! C’hwezh iskis a zo dre amañ. C’hwezh fall ar c’hristen. Unan bennak a zo bet amañ… O ! Ar wezenn ! N’emañ ket an tri brank stag diouti ken. Aet int gant al laer. Harz al laer ! Bec’h d’al laer ! Ha tan war e groc’hen ken na rosto !
Redek a ra war-lerc’h Mizerig…
Mizerig. — Dihunet eo ! Pegen tomm eo amañ ! Poazhet on, devet on. Tec’homp kuit ar buanañ ma c’hellomp !
An Euzhvil. — Tan war e groc’hen ken na rosto. Tan war-c’horre ! Tan dindan !
Ha dao war-lerc’h Mizerig a-dreuz ar menez.
DIVIZ 9
Ar Gonterez. — Dont a reas a-benn da dec’hout kuit. Nemet gwall zevet e oa. Edo ar wrac’h kozh o c’hortoz anezhañ. Gant ul louzaouenn vat e pareas dezhañ e c’houli. Ma voe adarre Mizerig ken yac’h ha dibikouz ha biskoazh.
Ar Wrac’h kozh. — Deuet eo ho taol da vat, ma mab…
Mizerig. — Ya, met gant poan ; gwall fall on.
Ar Wrac’h kozh. — Re hir oc’h chomet da sellet eus ar bleunioù kaer en-dro deoc’h. Met ne verna ket… Sellit amañ ur c’hwitell, ’benn ’po afer sikour, c’hwezhit ’barzh anezhi ha me ’en em gavo diouzhtu. ’Benn ma tegouezhoc’h e Bro-Spagn, diwallit mat da brenañ kig krouget. Kit kuit bremañ.
Mizerig. — Trugarez, mamm-gozh.
Pignat a ra war ur marc’h ha war-raok.
DIVIZ 10
Ar Gonterez. — Hag eñ da vont d’ar gêr. War hent an distro ec’h en em gavas gant e zaou vreur. Soudarded Bro-Spagn a oa ouzh o c’has d’ar groug.
Mizerig. — Lavaret zo bet din : « Na brenit ket kig krouget ». Koulskoude ne c’hallan ket laosker ma breudeur da vervel evel-se. Harpit, brezelourien ! Perak emaoc’h o vont da lazhañ ma breudeur ?
Ar Soudard. — Ur wall vuhez o deus bet. Dispignet ganto o arc’hant, rivinet penn-da-benn, traoñ ha krec’h. Ha pa n’o doa gwenneg ebet ken o deus laeret arc’hant, lazhet tud
zoken evit gellout frikota. Barnet int bet, d’ar marv e vezint lakaet.
Mizerig. — Ne fell ket din. Arc’hant zo ganin. Dalit anezhe. Prenañ a ran o buhez diganeoc’h.
Ar Soudard. — Dek mil skoed aour ! Ne dalvezont ket kement-se. Mat eo deomp koulskoude. Dalit ho preudeur. Hag arabat dezho dont er vro-mañ ken.
Laosket a reont anezho distag. Briata o breur a reont.
O-daou. — Mil bennozh Doue deoc’h, Mizerig ! Ya, bennozh Doue deoc’h, ma breur !
Mizerig. — Fall eo ar pezh ho peus graet. Met breudeur oc’h evelkent. Deomp buan d’ar gêr bremañ.
Hag en hent.
DIVIZ 11
Ar Gonterez. — Ha dao etrezek ar c’hastell. An daou vreur koshañ avat a welas an tri skourr impinad. « Hor breur, emeze, a vo lakaet da roue ! » Ma rejont o soñj da lazhañ anezhañ.
Lammat a reont war Vizerig hag e lazhañ a daolioù kontell.
Ar Mab koshañ. — Bremañ da vihanañ ne vo ket roue.
An Eil Mab. — Lavaret a raimp hon eus kavet an tri skourr, ni hon-daou.
Ar Mab koshañ. — Taolomp e gorf en douvez.
An Eil Mab. — Hastomp buan da vont da gaout hon tad.
Pa’z eont kuit e tifoup ur mêsaer-deñved a-ziadreñv ur wezenn.
Ar Mêsaer. — Petra ’zo degouezhet amañ ? Ma Doue benniget ! Un den marv ’barzh an douvez. Na piv eo ? Petra zo barzh e zak ? Ur c’hwitell !…
C’hwezhañ a ra e-barzh.
Ar C’hwitell. — Breudeur, c’hwi ho peus ma lazhet / Hag e-barzh an douvez dilezet / Abalamour tri brank impinad / A oan bet o kerc’het da ma zad.
Ar Mêsaer. — ’Mod-se ’mañ bet diskuliet an daou dorfedour gant ar c’hwitell. Deomp d’ar c’hastell bremañ da gaout ar roue.
DIVIZ 12
Er c’hastell. Emañ ar roue war e wele, toc’hor da vat, tost da vervel.
Ar Roue. — Bloaz zo emañ aet ma zrede mab d’e dro. Biken ne deuio en-dro. Biken ne vin pareet.
Ar Soudard. — Aotrou Roue… Ho taou vab koshañ a zo distro.
Ar Mab koshañ. — Deiz mat deoc’h, ma zad !
An Eil Mab. — Pell omp bet oc’h ober hon tro, met…
Ar Mab koshañ. — Met kavet hon eus an tri skourr avat.
An Eil Mab. — Pareet e vezoc’h hepdale.
Ar Roue. — Salv e vefe gwir.
Stekiñ ouzh an tri skourr a ra. Hag eñ yac’haet en un taol, dre vurzhud.
Ar Roue. — Mil bennozh deoc’h, ma daou vab. Saveteet ho peus ho tad. Hag ho preur Mizerig, pelec’h emañ ?
O-daou. — Mizerig ? Mizerig ? Re yaouank ’oa, re ziboell, re zinerzh…
Ar Roue. — Etrezoc’h ho-taou e vo rannet ar rouantelezh. Dalit ma c’hurunenn !
Erru eo ar mêsaer.
Ar Mêsaer. — Gortozit, Aotrou Roue. Selaouit petra ’vez lavaret gant ar c’hwitell-mañ ’ta !
C’hwezhañ a ra enni.
Ar C’hwitell. — Breudeur, c’hwi ho peus ma lazhet / Hag e-barzh an douvez dilezet / Abalamour tri brank impinad / A oan bet o kerc’het da ma zad.
Ar Roue. — Petra a glevan ! Lazhet ho peus ho preur ! Evit gellout kaout ar gurunenn !
Ar Soudard. — Eñ eo en doa kavet an tri skourr.
Ar Roue. — Siwazh din, marv eo Mizerig bremañ.
Erru ar wrac’h kozh ha Mizerig.
Ar Wrac’h kozh. — N’eo ket marv ken.
Mizerig. — N’on ket marv ken. A-drugarez deoc’h mamm-gozh, gant ho louzoù burzhudus.
An Daou Vreur. — Bev eo ha deut da vezañ eeun ouzhpenn. Biskoazh kement-all !
Ar Wrac’h kozh. — Ya, kañfarted, c’hwi a zo bet prenet eus ar groug gant ho preur yaouank. Ha war-lerc’h ’peus lazhet anezhañ, ha taolet e gorf ’barzh an douvez.
Ar Roue. — Petra a vezo graet d’ho preudeur ?
Mizerig. — Na c’houlan ket a vefe graet droug dezhe, ma zad.
Ar Roue. — Eo ! Hervez o deus graet a vo graet dezhe ivez.
Ar Gonterez. — Hag e c’hourc’hemennas ma vije goret ur forn hag e vijent taolet e-barzh. Ar pezh a voe graet. Ha Mizerig ’ta ? Deuet eo da vezañ roue war-lerc’h e dad, a varvas nebeut amzer goude-se. Dimeziñ a reas d’ur briñsez kaer eus ur rouantelezh tost. Ur roue mat a voe, karet gant ar bobl.