• Gant François Roudaut
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Bremañ ez eus un éolienne a gustum donc treiñ hag ober… kargañ ar batrioù. Hag ar batrioù a gustum alimantiñ an tour. Setu n’eus ket ken a c’haz, eo eletrik. E Brest, bremañ, eo santralizet tout… Añfi n, kentoc’h e oa ivez. Nemet ni, ar gardianed, a rae al labour. Re Enez-Werc’h o doa labourioù da ober evit antreteniñ. Hag amañ e oa heñvel. Setu da c’houde pa n’oa gardian ebet ken, Brest a oa kustum d’ober tout. Setu e tegasont un ekip d’ober ar peinture, da gempenn an traoù. Un asosiasion zo bet savet evit ober diskouezennoù tabloioù hag e-se hag a zo bet kempennet tout an ti ganto. Setu eno ’vez digoret ’pad an hañv, cheñch an eurioù, an dra-se a zepand penaos ’vez ar mor, dac’h ar mor e ranker delc’her kont, d’an dud mont war o zroad.
Neuze, a-drugarez d’an dra-se eo bet saveteet a-benn ar fin an ti hag an tour-tan.
An tour-tan na vije ket bet freuzet, met an ti, chañsus, ma ne vije bet kemeret e karg gant den ebet e vije bet en em gavet gantañ dres ’vel e Enez-Stagadenn. ’Benn pemp, c’hwec’h vloaz ne vije bet toenn ebet, na netra ’bet warnañ. Met an tour a vije bet chomet, e vije bet graet ur blockhaus bennak evit lakaat ar batrioù hag e-se evit… Met ne gav ket din, ar Phares et Balises ne vije ket bet lakaet frêjoù bras evit delc’her hennezh en e sav.