Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar biz-meud (rimadell)

Gant Mona Bouzec ha Maryvonne Berthou
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Jestroù ar rimadell, evit ar skolaerien pe ar gerent c'hoant ganto reiñ buhez d'ar rimadelloù.

Rimadell skrivet gant Goulc'han Kervella.

Pellgargit ar video

TESTENN :

Ar biz-meud ouzh ar biz-meud
Pehini an hini kreñvañ ?
Hini ebet, genaoueg,
Heñvel-poch int o-daou !

Ar biz-yod ouzh ar biz-yod,
Pehini an hini sotañ ?
Hini ebet, genaoueg,
Heñvel-mat int o-daou !

Ar biz-bras ouzh ar biz-bras,
Pehini an hini brasañ ?
Hini ebet, genaoueg,
Heñvel-mik int o-daou !

Ar biz-gwalenn ouzh ar biz-gwalenn,
Pehini an hini treutañ ?
Hini ebet, genaoueg,
Heñvel-buhez int o-daou !

Ar biz-bihan ouzh ar biz-bihan,
Pehini an hini bihanañ ?
Hini ebet, genaoueg,
Heñvel-poch int o-daou !