• Gant Herve Guilcher
• Tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun
Ur pennad-kaoz gant Herve Guilcher, eus Enez‑Sun
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pesketaer oc’h, mes gant piv ho poa desket ar vicher-se ?
Me ’m eus desket va micher gant va zad, pa oan krouadur, ha goude-se em eus desket gant ar besketourien all, gant ekipaj an tad, peogwir eñ en doa e vag, hag an dud kozh ma oa gantañ. Evidon ’oant kozh da neuze, daou-ugent, hanter-kant vloaz ! Me am eus pevar-ugent bremañ, setu gwelout a rit ! Bremañ ne c’hellan ket mui lavaret e oant kozh. Pep hini a ziskoueze din ar pezh ma ouie, ar merkoù. Bremañ ho peus GPS, setu e kavit atav e pelec’h ho peus lakaet an traoù war ar mor. Mes gwechall e ranker lakaat ur garreg war ur garreg all, pe war un tour er beg pe en ul lec’h bennak evit kavout ar plas en-dro. Desket o doa din ivez e pelec’h ’oa ar c’hornôg, e pelec’h e c’heller pesketa grilhed pe legistri.