• Gant Denez Abernot
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me eo a zivize mont, abalamour, ’benn ar fi n, me zo dac’h ar stur, setu din-me da lavaret eo ma’z eomp pe ne’z eomp ket. Mes evel-just, ne zivizan ket va-unan : da gentañ e sellan dac’h ar mor, e sellan dac’h an amzer, e sellan dac’h ar meteo ivez a-raok. A-wechoù e c’hell bezañ falloc’h ar mor c’hoazh e traoñ an tour-tan evit ma’z eo er porzh. Setu ma n’on ket sur dac’h va zaol e c’halvan dre radio ar re a zo en tour-tan, ar gardianed. Hag ar re a zo e bourzh ganin evel-just a zo ivez… asambles emaomp e bourzh ar vag setu ret eo e vijemp holl a-du da vont pe nompas mont. A-wechoù, ar gardianed a lavaro dit : “O, brav eo bremañ, brav deomp”, setu ez eomp, hag en em gavet e traoñ an tour-tan, an amzer en deus cheñchet… a zo bet fallaet. Setu, ’benn ar fi n, e traoñ an tour-tan eo e vez divizet ma reomp pe ne reomp ket. A-wechoù eo diaes da vont betek an tour-tan, a-wechoù eo diaes chom e traoñ an tour-tan, a-wechoù eo diaes dont ermaez dac’h traoñ an tour-tan, a bep seurt a zo.