Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Koukoug

Gant Clarisse Lavanant
Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !

Pozioù ha muzik : Paotr Treoure
Gitar : Soig Sibéril

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Koukouk, seizh eur eo, kafe du da Fañchig Teo
Ma’z aio d’ar skol diouzhtu da sunañ liv du.

Koukouk, mintin mat, kae da gas ar saout d’ar prad
Marijanig zo war-sav, bet ouzh o goro.

Koukouk, deuet an hañv, d’al labousig da ganañ
D’ober e neizh er wezenn, pe war an drezenn.

Koukouk, deuet miz Mae, kit ’ta, paotred, da vale
Dre ar park, ar wenojenn, didok, diarc’hen.

Koukouk, miz Even, kae ’ta, Yann, da droc’hañ foenn
Da c’hwennat ar parkeier, leun a louzeier.

Koukouk, miz Gouere, echu skol d’ar vugale
Bremañ ’vat ’c’hellont c’hoari ’pad daou viz pe dri.

Koukouk, chomomp peoc’h, a-walac’h ’m eus kanet deoc’h
Mont a ran da ziskuizhañ, kenavo ar c’hentañ.