Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Joli koukou (kanaouenn)

Gant Claude Lintanf ha Jean-Do Robin
Tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD)

Akordeoñs : Patrick Le Poul.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ur plac’h yaouank diwar ar maez, joli koukou (2 wezh)
’Oa aet d’ar vilin un nozvezh, joli, joli, joli
’Oa aet d’ar vilin un nozvezh, joli koukou

’Toull ar vilin pan erruas
Ar miliner a gouske c’hoazh

Savit alese miliner
Malañ ma sac’had d’vont d’ar gêr

Petra zo ganeoc’h ’n ho sac’had
Pan oc’h fenoz ken diwezhat ?

Kerc’h ha segal ha gwinizh-du
P’emañ ho milin war he zu

Pe war he zu, pe n’emañ ket
Ho sac’had ed-du ’vo malet

Ha dre ma’z ae ar greun er gern
Ar miliner a boke ferm

Ha dre ma’z ae ar greun er bank
Ar miliner a boke stank

Ha dre ma’z ae ar bleud er sac’h
Ar miliner ’boke d’ar plac’h

Hola, hola ’ta miliner
Torret ’peus las ma zavañjer

Kemenerien a zo ba ’r vro
C’hwi a glasko, me a baeo.