Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Nouel Nouel a galon vat (kanaouenn)

Gant Mona Jaouen
Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !

Pozioù ha muzik : hengounel. Gitar : Soig Sibéril.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Nouel, Nouel a galon vat
Da dud an ti-mañ bloavezh mat
Ur bloavezh mat evit an holl
Joa ha plijadur deoc’h dreist-holl !

Deuet on da glask va c’halanna
N’em eus ket bet c’hoazh er bloaz-mañ
Ar bloaz a zeu ’teuin adarre
Ma vezan yac’h a-benn neuze.

Un tamm bara hag ur banne
Ha ma c’helloc’h reiñ din ouzhpenn
Un nebeud gwenneien zoken
Ne nac’hin ket an aluzen.