Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

A pa sav an avel (1. kanaouenn)

Gant Guénaëlle Helou ha Véronique Bourjot
Tennet eus Taboulin 15 : An aberioù + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 15 : An aberioù

Kanaouenn skrivet gant Jorj Belz diwar-benn peñse an Amoco Cadiz.

Kan : Guénaëlle Helou, Véronique Bourjot
Gitar : Bernard Bizien
Fleüt : Malo Carvou

Sellit ivez ouzh atersadenn Jorj Belz

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

A pa sav an avel àr hor bro Breizh-Izel
E soñj ar Vretoned en o martoloded

Lod anezhe zo chomet àr ar mor kounnaret
Hep gellet lâret ger, skrapet d'ar gwallamzer

Bagoù pesketourion, dalc'hmat àr ar mor don
Aze ’mañ o micher, talañ doc'h an dañjer

Pa vezont g'o labour garv, ’welont bagoù ar marv
O paseiñ e-tal dezhe, leun o bouzelloù gete

Batimantoù spontus karg a aour prizius
Karget 'vezont a aour du a gasont da bep tu

Àr ar mor bras diroll, karget e vezont a betrol
Mand a ar vag da goll, 'vez kousiet an holl

Pa vo goloet an aod get libouz ar pitaod
E vo re ziwezhat, n'hellimp ket mui netra

Mammoù ar goueleni, pa vint en angoni
Ar serrourion argant, 're-se 'n em denno buan !