• Gant Marie-Thé Calvez ha Yann-Bêr Premel
• Tennet eus Istorioù Rozenn ha Fañch al laer + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Istorioù Rozenn ha Fañch al laer
Kanaouenn skrivet gant Paotr Treoure, tennet eus al levr-CD Kanit ’ta tudoù! embannet gant Ti ar Vro Bro-Leon.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Marijanig Lagad Bran
Ô ! Marijanig va filhorezig
Marijanig Lagad Bran
A vez atao e tal an tan.
Tan ! Tan ! Tan !
Da dommañ da Varijanig
Tan ! Tan ! Tan !
Da dommañ da Varijan.
Pa vez erc'h ha skourn kalet
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vez erc'h ha skourn kalet
E vez atao war an oaled.
Pa vez glav hag amzer zu
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vez glav hag amzer zu
E vez atao 'touez al ludu.
Pa vez ruz he daoulagad
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vez ruz he daoulagad
E lavar d'he mamm ha d'he zad.
Pa vez skournet beg he fri
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vez skournet beg he fri
E lavar d'he zintin Mari.
Pa vez skournet he meudoù
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vez skournet he meudoù
E lavat d'he zonton Jakou.
Pa vo bras ha pa varvo
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa vo bras ha pa varvo
En e arched e lavaro.
Pa’z aio d'ar baradoz
Ô ! Marijanig va filhorezig
Pa’z aio d'ar baradoz
E lavaro da sant Pêr gozh.