• Gant Marthe Vassallo
• Tennet eus Skoulad ar goukoug + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Skoulad ar goukoug
Diwar ur ganaouenn dastumet gant Fañch an Uhel.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Da eured al laouenanig,
An ozhac’h zo bihanig.
Mont a ra en-dro an evnig kof-gwenn,
Da ober e pep lec’h pedenn.
— Deuit pep hini gant un draig,
Rak allas ! n’eo ket pinvidik !
— Me ’yelo, eme ar c’hilhog,
Hag a gano kaer, en a-raok.
— Me ’yelo ivez, eme an alc’hweder,
Hag a gano a-us d’ar stêr.
Da eured …
— Me ’yelo ivez, eme ar fra,
Hag a gaso ganin bara.
— Me ’yelo ivez, eme ar vran,
Hag ’gaso ganin ur c’hef-tan.
— Me ’yelo ivez, eme ar big,
Hag ’gaso ganin ur pezh kig.
— Me ’yelo ivez, eme ar gegin,
Hag a gaso ur podad gwin.
Da eured …
— Me ’yelo ivez, eme ar c’hefeleg,
Hag a raio koant ar beleg.
— Me yelo ivez, eme ar vuoc’h,
Evit sikour da son ar c’hloc’h.
— Me ’yelo ivez, eme ar goukoug,
Gant ma zaboulin war ma chouk.
— Me ’yelo ivez, eme an eostig,
Hag a gano meur a sonig.
Da eured …
— Me ’yelo ivez, eme ar skoul,
Hag a yelo da gerc’hat dour.
— Me ’yelo ivez, eme ar gazeg-koad,
Hag ’gaso ganin ur bec’h koad.
— Me ’yelo ivez, eme ar voualc’h,
Hag arc’hant ganin, ’barzh ma yalc’h.
— Me ’yelo ivez, eme an drask,
Hag evit reiñ, a ranko klask.
Da eured …
— Me ’yelo ivez, eme ar pabor,
Hag a gano e-tal an nor.
— Me ’yelo ivez, eme ar gwennili,
Hag a gano war lein an ti.
— Ha me ivez, eme ar pennglaou,
Hag an dred a yelo hon daou.
— Me ivez, eme ar pintig,
A yelo gant an houperig.
Da eured …
— Me ’yelo ivez, eme ar sparfell,
Asambles gant an durzhunell.
— An holl evned en em gavas
N’ oa nemet unan na zeuas.
Da eured al laouenanig,
An ozhac’h zo bihanig.