• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Ur skol a zo war an enezenn?
– A ya, ya, ya, ur skol zo evit ar vugale vihan zo ur mestr skol hag e mod all zo ur skolaj. Collège des îles du Ponant a zo Eusa, Molenez, Groix, l'île de Batz, setu an dra-se zo groupet e Brest hag ar profesourien a deu daou devezh en un enezenn, un devezh en un enezenn all, ha gant ar sistemoù nevez a zo bremañ, ar video-conférence, e reont a-wechoù skolioù eus eil enezenn d'eben.
– Pet bugel zo neuze er skol vihan, eus ar skol-vamm betek ar CM2 ?
– Er skol vihan kazi sur zo 6 pe 7, bremañ kazi sur zo 6 pe 7, hag e mod all er skolaj edint 4 pe 5 kazi sur.