• Gant Yann-Fañch Kemener
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell dastumet gant Yann-Fañch Kemener.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ho tad zo aet da Garaez
Ho mamm zo aet ivez
Da brenañ din ur botoù
Hag ul loeroù nevez.
Kar ma botoù a oa toull
Ha ma loeroù a oa fall
Hag arc’hant ne’m boa ket ken
Da gavet ur re all.
Ho tad zo aet da Garaez
Ho mamm zo aet ivez
Pa erruint ’barzh ar gêr
Me a dañso adarre.
Kousket aze poupennig
Ha me a gano deoc’h
Me eo ar vatezh vihan
Er gêr e chomin ganeoc’h.
Kousket aze poupennig
Ha me a gano deoc’h
Pa erruio ho mamm er gêr
Rey bronnigoù mat deoc’h.