Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Tavet, tavet bihanig (kanaouenn)

Gant Annie Ebrel
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell dastumet gant Daniel Giraudon.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Tavet, tavet bihanig kar me a gano deoc’h,
Pa erruo ho mamm er gêr, a roio bouchig deoc’h,
Ho mamm zo aet da Gallag, ho tad zo aet ivez,
Da brenañ deoc’h ur botoù-koad hag ul loeroù nevez.
Ha pa arrufont er gêr, c’hwi ’dañso adarre.

Dañset ’ta ma bihanig, ha me a gano deoc’h,
Da c’hortoz ho mammig da erruout ganeoc’h,
Ho mammig zo dañserez, ho tadig zo mezvier,
Ha me ho matezh vihan a chom ganeoc’h er gêr.