• Gant Mona Bouzec ha Yann-Fañch Kemener
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell dastumet gant Yann-Fañch Kemener.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Me ’m eus ur podig
– Peseurt podig ?
– Ur podig pri.
– Peseurt pri ?
– Pri melen.
– Peseurt melen ?
– Melen vi.
– Peseurt vi ?
– Vi ar yarig.
– Peseurt yarig ?
– Ur yarig wenn
Un doupennig war lein he fenn
Kement ha tour Rostrenn.