Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Va labous (rimadell)

Gant Marie Kermarec
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Naig Rozmor.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Va zad en deus prenet din
Evit ur gwenneg arc’hant
Ul labousig lirzhin
A gan pa ’n devez c’hoant.

Siwazh, erruet ar c’hazh
’Deus debret va labousig
Met goude e sailhas
Va c’hi bras war e gig.

Disvlevet ’deus ar c’hazh
Ar c’hi ’deus bet bazhadoù
Me ’m eus torret ar vazh
Taolet en tan a-dammoù.

Bremañ ez eus em zi
Ur gaoued c’houllo,
Ur c’hazh disvlevet,
ur c’hi bazhataet,
Ur vazh nevez
Ha me o ouelañ
E korn an oaled.