• Gant Marie Kermarec
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Anna-Vari Arzur.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Piv en deus gwelet an avel ?
Na te,
Na me,
Na den ebet.
Met pa bleg ar c’heotenn he fenn,
Emañ an avel o tremen en draoñienn.
Piv en deus gwelet an avel ?
Na me,
Na te,
Na den ebet.
Met pa gren war ar gwez an delioù,
Emañ an avel o tremen hebiou.