Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Glav, glav (rimadell)

Gant Marie Kermarec
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Anna-Vari Arzur.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Glav, glav
Da zimeziñ Mari Mao
Mari Mao zo dimezet
Hag ar glav...
Ne ehan ket.

Glav, glav
Da zistrempañ douar ar prad
Douar ar prad zo distrempet
Hag ar glav...
Ne ehan ket.

Glav, glav
Da ziwanañ ed ar park
Ed ar park zo diwanet
Hag ar glav...
Ne ehan ket.