• Gant Nolùen ar Buhe
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Jean-Claude Le Ruyet.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Tan ! Tan !
Gouel Sant Yann ! Gouel Sant Yann !
Tan ! Tan !
Un tantad e-kreiz al lann !
Da ouel Sant Yann e vez kaer,
An deiz ’vez en e hirañ.
An dud en-dro d’an tan kaer
Evit ar gouloù a gan.
Dreist an tantad a-goublad
E sailher gant levenez
Ha pep unan d’e gariad
A huch kreñv e garantez.
Tan ! Tan !
Gouel Sant Yann ! Gouel Sant Yann !
Tan ! Tan !
Un tantad e-kreiz al lann !