• Gant Marthe Vassallo
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Anjela Duval.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Krog int d’en em ziwiskañ :
Ar gwez-derv.
Emaint o vont da gousket,
Stumm skuizh o devoa
Ur pennad zo,
Ha morlivet o dremmoù.
Bremañ ’wiskont o mentell noz ;
An iliav glas paket en-dro d’o c’horf.
Taolet ’deus o dilhad a-stlabez
En-dro dezho ;
Ne reont ken a fed outo.
Rak lakaet ’deus ober reoù nevez
A-benn ma tihunint adarre en nevezamzer.
An derv-gwenn avat ’m eus aon,
Zo gwall divi !
Manet int kousket.
Dilhad ha tout !