Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar bleiz hag an dañvad (mojenn)

Gant Loevan ar Born
Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)

Ar vojenn Le loup et l'agneau bet skrivet gant Jean de La Fontaine ha troet gant Paotr Treoure, ur beleg eus Bro-Bagan (1874-1952). Dibunet gant Loevan ar Born, bet desket gantañ ar vojenn nevez zo er skol.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un dañvadig bihan ’oa oc’h evañ dour,
Dour-red ha sklaer evel ur melezour,
Pa zegouezhas warnañ ur pikol bleiz louet,
O klask e voued,
Ha du gant an naon :

– « Petra ’rez aze te, lampon ? »
Eme ’r bleiz gant ur vouezh garo.
« Piou ’n eus roet koñje dit-te, pezh divalo,
Da zont da louzañ va soubenn din-me ?
Me da lazho, sell ! ’Vezin ket keit-se ! »

– « Aotrou, eme an dañvadig,
Arabat deoc’h fachañ ;
’Barzh an dour-red emaon amañ,
Ha peogwir c’hwi zo dek paz uheloc’h
Evit aze moarvat an dour ’vo ket lousoc’h ! »

– « En louzañ ’rez,
A lâran dit, » eme ar bleiz didruez ;
« Ha me ’m eus klevet ouzhpenn warlene
Te ’poa klasket koll va brud din-me ! »
– « Penaos ? peogwir ne oan ket ganet ?
Me n’on ket bloaz,
Me zo ’tenañ va mamm c’hoazh ! »

– « Da vreur eo ’ta neuze ? »
– « ’M eus breur ebet ! »
– « Mat ! da gerent neuze !
Ur vandenn hailhoned,
Gant ar chas hag ar bastored,
Oc’h ober brezel din-me bemdez !
Me zesko dit, genoù glasvez ! »

Ha kerkent, hep hiroc’h abadenn,
E tap peg en e groc’hen.
Emañ strinket war al letonenn,
Ha lonket hep pebr nag holen.

An neb ’zo mestr d’en em gannañ
N’eo ket diaes dezhañ
Kaout ar ger diwezhañ.