Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar predoù (rimadell)

Gant Marthe Vassallo
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Naig Rozmor.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Diouzh ar mintin abred
Debriñ a vez ret.

Da greisteiz e vo ur pred
Gant kig pe gant pesked.

En distro eus ar skol
Merenn-vihan war an daol.

Diouzh an noz e vo koan
Ha kaozioù en-dro d’an tan.