• Gant Nolùen ar Buhe
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Goulc'han Kervella.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar vugale, arabat dezho sunañ
O biz war an deiz.
A-hend-all e teuio ar Viltañsoù
Ha troc’hañ dezho o biz,
O c’has da Garnag.
Eno ’vezont lakaet en douar.
Bep noz ’teu ar gorred
Da staotañ warno,
D’ober dezho kreskiñ.
Setu perak ez eus leun
A vizied bras pe vihan,
Eeun pe dort,
Moan pe dev,
Uhel pe izel.
Mein-hir Karnag :
Bizied ar vugale
A sun o biz war an deiz,
Deuet da vezañ
Mein-hir Karnag.