• Gant Michel Simon
• Tennet eus Ar frioù hir + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar frioù hir
Ar gontadenn-mañ a zo bet dastumet ur wech gant Jean Le Clerc de la Herverie kontet gant Émilie Raoul eus Rostrenenn met ganet e Bonen, hag ur wech all gant Yann-Fañch Kemener, kontet gant Simone Le Mener eus Magor.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me zo o vont da gontañ deoc’h ur gwir gontadenn, n’eo ket ur gontadenn wir, ur gwir gontadenn, bet dastumet div wezh e Kreiz-Breizh, ur wezh e Rostrenn digant Émilie Raoul, hag ur wezh all e Magor digant Simone Le Mener. Ar gontadenn a zo souezhus a-walc’h, Ar Frioù hir a vez graet deusouti.
Setu, ur wezh e oa, ur wezh ne oa ket, met ur wezh e oa bepred. Ur wezh e oa tri breur hag a oa o vevañ gant o mamm. O, bevañ a raent evel ar re all, un tamm bara, un tamm boued, un tamm labour. Hag un nozvezh bepred, siwazh, e oa marv o mamm. Hag a-benn ’oa paeet gante frejoù an interamant, a-benn neuze ne chome ket kalz a dra ken gante. Setu o doa lakaet e-barzh o soñj mont kuit.
Hag an deiz war-lerc’h beure, o mal1 war o skoaz, un tamm bara e-barzh, ha gant an hent. P’o doa kerzhet ul lajad mat bepred o doa soñjet ober un tamm dihan evit debriñ an tamm bara a oa gante. N’o doa ket graet met koazezañ, ha kentañ o doa gwelet eo ur plac’h gozh o tont, met ur plac’h gozh ha plegetoc’h evit pleget aze, ha tres paour warni. Ur val ’oa ganti, ne oa mann ebet e-barzh ivez. Hag ar breur koshañ da c’houll ganti :
– Ha neuze, moereb kozh, un dra bennaket ho peus da debriñ ?
– A, ne’m eus ket avat, ha koulskoude em eus naon !
– A beñ, ni n’hon eus ket kalz a vara, met ec’h amp da reiñ un tamm deoc’h memes tra.
Ha int reiñ un tamm bara d’an hini gozh.
– A, kalz a blijadur ho peus graet din, reiñ an tamm bara-se din, eme an hini gozh, ’ta. Bremañ eo me zo ’vont da reiñ un dra bennaket deoc’h.
– C’hwi, moereb kozh ? Met petra ’roit dimp peogwir n’ho peus mann ebet ?
– Geo, geo, n’ho peus ket met lâret hag ho po anezhañ diouzhtu. C’hwi, ar breur koshañ, petra ho peus c’hoant da gaout ?
– O, me, emezañ, ma’m bije bet arc’hant am bije gallet prenañ traoù.
– A bon, e beñ ec’h an da reiñ deoc’h ur yalc’h. Ha gant ar yalc’h-se, c’hwi a gavo e-barzh pezh ho po ezhomm, na muioc’h, nag ouzhpenn. Ha c’hwi, a c’houlenn gant an eil breur, petra ho peus c’hoant da gaout ?
– A, me, emezañ, em eus bet kalz re naon e-barzh ma buhez avat, ha me a blijfe din debriñ leizh ma c’hof.
– A bon, e beñ ec’h an da reiñ deoc’h un doubier 2. Ha pa ledit an doubier war an daol, n’ho po ket met lâret dezhi : « Doubier, c’hoant am eus da gaout tra-mañ-tra », hag ho po anezhañ diouzhtu, na re, na re nebeut. Ha c’hwi, a c’houlenn gant ar breur yaouankañ, neuze, petra ho peus c’hoant da gaout ?
– A, me, emezañ, a blijfe din bale bro.
– A beñ neuze, me zo o vont da reiñ deoc’h ur vantell. Ha pa lakait ar vantell war ho kein, n’ho po ket met lâret dezhi : « Mantell, kas ac’hanon da lec’h-mañ-lec’h », hag e kaso ac’hanoc’h diouzhtu, na pelloc’h, na tostoc’h.
En ur lâret se e oa aet an hini gozh e-barzh an amzer.
– A, eme ar paotr yaouankañ, neuze, beñ ec’h an da aesaat ar vantell diouzhtu.
Hag eñ tapo e daou vreur evel-se e-barzh ar vantell, ha lâret :
– Mantell, kas ac’hanomp diouzhtu d’un ti e-tal palez ar roue.
Ha jjjpp ! setu aet e-barzh an amzer. Ha pa oant arru e-barzh tal palez ar roue, an eil breur en deus lâret :
– Met ’c’h an da aesaat an doubier ivez, da welet ma ’c’h eo mat.
Ha eñ ledañ an doubier, ha goulenn :
– Un tamm bara kig sall hag ur voutailhad Breizh Kola.(Gwelloc’h eo.)
Raktal e oa deuet. Pa oa debret se, ar breur koshañ en deus lâret :
– Met, ma ’c’h afemp d’ober un tamm tro e kêr, met ret ’vehe bet deomp prenañ un tamm dilhad prop.
Ha paeet gant ar yalc’h evel-just. Hag e-skeud komz gant an dud evel-se e kêr o doa klevet lâret ’oa afer tud da labourat e-barzh ar c’hastell. Ha int da welet.
– A ya, ezhomm zo tri.
– A beñ, just a-walc’h, ni zo tri.
– Afer zo unan da labourat e-barzh ar c’hambreier, ha hennezh an hini ’vo da servij deus taol ivez. Ezhomm zo unan all da labourat e-barzh ar gegin. Hag unan all da labourat e-barzh al liorzhoù.
Paotr e yalc’h a oa aet e-barzh ar c’hambreier, paotr ar vantell a oa aet e-barzh al liorzhoù, ha paotr an doubier, evel-just, a oa aet e-barzh ar gegin. Ha hennezh en doa labouret ken mat ken oa bet anvet buan a-walc’h kentañ keginer. Eno ’vije debret mat, me ’lâr deoc’h ! Eno ’vije boued mat ! Ar roue ’oa kontant, ha tout an dud ’oa kontant… nemet unan.
Ya, nemet unan. Ha ne’m eus ket lâret deoc’h c’hoazh, ar roue ’oa bet dimezet div wezh, ha div wezh oa intañvet. Gant e eil gwreg en doa bet teir merc’h, ha gant e wreg kentañ n’en doa bet nemet ur verc’h, met honnezh ’oa ur plac’h fall ha drouk ! An dud a lâre, en ur ziskouez tour uhelañ ar c’hastell :
– Ahont a zo unan, Katav a vez graet deusouti, diwall deusouti !
Ha just a-walc’h, un devezh e oa Katav o klask perak ’oa ur c’heginer evel-se, he doa soñjet ha lâret d’he zad evel-se :
– Tad, me a fell din kaout tra-mañ-tra da’m merenn hudu 3. Memes ma eo diaes d’ober, se a fell din.
Ha Katav ’oa aet da guzhat a-dreñv ur pres e-barzh ar gegin. O, er penn-kentañ, ar c’heginer ne laboure ket kalz. Evit lâret ar wirionez, ne rae ket mann ebet. Met pa oa arru e taol kreisteiz he doa gwelet anezhañ o ledañ an doubier evel-se war an daol, ha lâret d’an doubier :
– Doubier, me ’fell din kaout tra-mañ-tra da verenn.
Ha raktal ’oa deuet ar boued war an daol.
– A ! eme Katav, me ’vo ret din kaout an doubier-se. Me a zlefe sellet mat pelec’h e lak anezhi, ha me zeuio da dapout anezhi. Un deiz all, pas hudu.
A ya, met p’en doa gwelet ar paour-kaezh keginer ’oa ket e zoubier eno ken, petra en dije graet ? – peogwir ne oare ket ober mann ebet – met mont war-raok.
Evit paotr e yalc’h e oa bet startoc’h da Gatav, kar hemañ a guzhe e yalc’h dindan e benngwele deus an noz, hag e-barzh e c’hodell deus an deiz evel-just. Met ur beure bepred ’oa bet tapet fall, ’oa bet ret dezhañ bountet prim-ha-prim maez deus e gambr ha laosket e yalc’h war e lerc’h. Ya, met Katav ’oa tremenet ha lipet ar yalc’h. Ha peogwir ar paour-kaezh den ne oare ket ober mann ebet e-unan, ha p’en doa ket arc’hant ken da baeañ ar re all d’ober al labour e-barzh e blas, petra en dije graet ? met mont war-raok.
Evit paotr e vantell ’oa bet startoc’h c’hoazh. Hag aze Katav he doa soñjet mont d’ober cher dezhañ, komz brav dezhañ :
– O, c’hwi e-barzh ho liorzh ho peus legumaj kaer ha bokedoù brav ! Met ur vantell a vez ganeoc’h dalc’hmat war ho kein aze. Petra eo ar vantell-se ?
– A, eme al liorzhour, met n’ho peus ket met tostaat, me zo ’vont da ziskouez deoc’h.
Ha Katav o tostaat, hag eñ pakañ Katav war ar vantell evel-se, d’un enezenn e penn all deus ar vro, ha zioup ! o-daou e-barzh an amzer. Pa oant arru e-barzh an enezenn, ar paour-kaezh paotr ’oa deuet c’hoant-kousket dezhañ, hag eñ d’ober un tamm kousk war-lerc’h bout tennet e vantell. Ya, met pa oa dihunet ar paotr, nijet mantell ha Katav.
A-benn ar fin bepred en doa klevet ur vouezh evel-se :
– Petra emaoc’h-c’hwi oc’h ober em enezenn aze ?
– Ne’m eus ket graet droug ebet, aotroù Sparfell, nann nann, me n’on ket deuet amañ d’ober droug ebet da zen ebet.
Hag eñ o kontañ e damm istor evel-just d’ar sparfell bras aze.
– O, eme ar sparfell, met honnezh a zo ur plac’h spontus !
– A ya, sur, avat !
– Bon beñ ma peus ezhomm da chom war ma enezenn neuze e c’hallit chom, me ne lârin ket mann ebet deoc’h.
Setu, pa oa lâret d’ar paotr chom, e beñ eo chomet, hag e ya d’ober un tamm bale. Ha e-skeud bale evel-se eo kouezhet war ur wezenn-avaloù, ur wezennad-avaloù kaer-ruz. Petra ho pije graet c’hwi ? Astenn ho torn ha tapo unan. Hag eñ da dapo un aval evel-just. Ur begad, hennezh ’oa mat ; daou vegad, hmm ; tri begad, hmmmm ! ’Oa ket ken evit lakaat an aval e-barzh e veg... E fri en doa hiraet ha stouvet e veg dezhañ. Biskoazh kement all ! A ya, biskoazh kement all memes tra ! A-benn ar fin bepred ’oa arru ar sparfell vras :
– A ! Bet oc’h o laerezh ma avaloù, eme ar sparfell.
– Ya, aotroù Sparfell, n’ho poa ket lâret din ne’m boa ket droed.
– Gwir eo, met n’ho peus ket graet droug ebet. N’ho peus ket met debro kement deus an aval glas a zo aze evel ho peus debret deus an aval ruz, hag e welfet e teuio ho fri evel faota.
Ha retornet e fri evel faota.
– Hañ, aotroù Sparfell, moaien e vehe bet din da gas un nebeud deus an avaloù-se ganin da’m bro ?
– Ya ya, m’ho peus c’hoant. Moarvat e vo unan evit Katav.
– Ya sur, ma c’hallan. Met a-raok e vo ret din distreiñ da’m bro, ha se zo un afer all.
– C’hoant ho peus da zistreiñ d’ho pro ? a c’houlenn ar sparfell evel-se.
– A beñ ya, diouzhtu ma c’halljen, kar ma breudeur zo o c’hortoz ac’hanon du-se.
– Bon, deuit war ma askell, ha me zo o vont da gas ac’hanoc’h en-dro d’ho pro.
Setu o-daou e-barzh an amzer c’hoazh ur wezh. Hag ar sparfell da lâret dezhañ :
– N’ho po ket met lâret din pa vo poent deoc’h chom a-sav, ha me a laosko ac’hanoc’h.
Ul lajad goude bepred :
– Amañ a fell din chom a-sav, amañ e-kichen palez ar roue.
Diskennet ar paotr, ha just ’oa deiz ar marc’had. Hag eñ o tispakañ e avaloù evel-se, evel ar re all atav, hag o c’hortoz. Ha piv zo bet arru evel-just ? Katav.
– O, eme Katav, amañ zo avaloù kaer, kontant ’vehec’h bet da werzhañ un nebeud din ?
– Ya, ya ya, m’ho peus c’hoant, pemp.
– Nemet pemp ?
– A ya ya, ar re all zo evidon.
Bon, setu, aet Katav gant he femp aval. P’emañ arru e-barzh ar sal-debriñ he deus lakaet an avaloù war an daol, ha pa oa debret merenn, pep unan en deus tapet un aval.
– Gwelet ho peus ho fri, c’hwi ?
– Hag hoc’h hini ?
Tout ar memes tra ! Pezhioù hir a oa deuet dezhe. E beñ, kaer ’oa bet klask war-lerc’h kement medesin, kement sorser, kement taper kelion a zo e-barzh ar vro, den ebet ne oa deuet a-benn da yac’haat ar familh.
Al liorzhour bepred a-benn ar fin ’oa tostaet deus ar c’hastell, hag en doa lâret :
– Met petra zo arru e-barzh ar c’hastell aze, peogwir zo tud o vont hag o tont aze ?
– O beñ, a oa displeget dezhañ, ar roue aze en deus tapet ur c’hleñved bennak, ha n’houll ket en em ziskouez ken, den ebet na wel anezhañ ken, ha n’houllont ket pediñ den ebet ken, setu...
– A, eme al liorzhour, me zo bet e-barzh broioù tomm, ha ’m eus degaset ganin louzeier deus eno. Marteze zo moaien din d’ober un dra bennaket ?
– Ac’hanta, met n’ho peus ket ’met mont neuze !
Ha evel-just ’oa kaset da gambr ar roue diouzhtu.
– A, hervez ’m eus klevet e vefec’h bet gouest d’ober un dra bennaket evidomp ?
– A, n’eo ket dibosupl, eme al liorzhour, met ret ’vefe deomp bout hon-daou nemetken.
Setu ’oa lakaet tout an dud er-maez.
– A neuze, aotroù Roue, kontit din petra zo arru.
– A beñ, ne oaran ket just a-walc’h, met da’m soñj eo an avaloù zo kaoz. Ya, ni hor boa debret avaloù aze.
– A bon ? Beñ kontit din neuze ’ta.
Hag ar roue da gontañ.
– Met, aotroù Roue, me eo al liorzhour. N’ho poa ket anavezet ac’hanon ? N’ho poa ket gwelet ’oan aet kuit ?
– Geo, a lavare-eñ, am boe gwelet mat, met abaoe ’oac’h aet kuit, c’hwi hag ho taou vreur, on gwall maleürus peogwir eo Katav eo ar vestrez.
– Bon, me zo o vont da reiñ un tamm louzoù deoc’h. ’C’h it da zebriñ deus an aval-mañ kement evel ho peus debret deus an aval all.
Raktal e oa arru e fri evel faota.
– Biskoazh kement all, eme ar roue, met ma zeir merc’h e-barzh ar gambr en tu all aze zo tapet eveldon hag...
Hag ar paotr e-barzh kambr ar merc’hed ha da yac’haat an teir flac’h.
– A, eme ar roue, c’hoazh ’m eus ur verc’h all, Katav a vez graet deus honnezh, met honnezh ne’m eus ket re a c’hoant da welet yac’haat anezhi kar...
– O, kasit ac’hanon da welet anezhi bepred.
Bon, arru eo ar paotr e-barzh kambr Katav. Katav n’he doa ket anavezet ar paotr evel-just.
– Ha neuze, petra zo arru ganeoc’h-c’hwi ?
– Me, ne oaran ket, nann, ne oaran ket tamm ebet petra zo arru ganin-me.
– O, moarvat zo arru ganeoc’h evel ar re all. Ha kontant ’vehec’h bet da zisklêriañ ar wirionez dimp ? Petra eo deuet da vout neuze ar c’heginer ? Ha da belec’h eo aet ?
– A, me, eme Katav, ar c’heginer ? Me ’oaran ket. Me ne’m eus ket klevet komz deus ar c’heginer, ne’m eus ket gwelet ar c’heginer.
– Sur oc’h ?
– Ya.
– Me zo o vont da reiñ un tamm louzoù deoc’h.
Ha eñ reiñ un tamm aval dezhi, un tamm re ruz evel-just, ha hiraet he fri atav c’hoazh.
– Gwelet a rit, Katav, keit hag e lârit gevier, ne vo ket tu yac’haat ac’hanoc’h.
– N’eo ket, a lâr Katav, beñ ya, ar c’heginer en doa un doubier, ha me am boa laeret e zoubier dezhañ, met bremañ, me ne oaran ket da belec’h eo aet.
– Hag e vreur, a oa o labourat e-barzh ar c’hambreier, petra eo deuet hennezh da vout neuze ?
– Hennezh en doa ur yalc’h, ha me am boa laeret e yalc’h dezhañ, met ne oaran ket da belec’h eo aet.
– Met c’hoazh ’oa ur breur all, an hini ’oa o labourat e-barzh al liorzhoù. Petra eo deuet hennezh da vout ?
– A, eme Katav, hennezh a oa… me ne oaran ket mann ebet diwar hennezh, a nann nann, hennezh, me nann, mann ebet.
– Sur oc’h ?
– Ya ya, sur on.
– Ne oac’h ket aet war un enezenn gantañ ?
– War un enezenn ? eme Katav. Penaos-se, war un enezenn... Penaos ’oarit-c’hwi se ?
– A ! Met me eo ! Paotr e vantell. Me eo al liorzhour !
Ret e oa bet da gKatav anzav ar wirionez. Berraet e oa bet he fri dezhi, met pas tre. An daou vreur a oa bet adkavet buan, peogwir ar roue en doa lakaet un embann. Setu, pep den ha pep tra en doa adkavet e blas.
Aet ar roue memes tra d’al liorzhour evel-se ivez :
– E beñ, ar pezh ho peus c’hoant da gaout ho po ganin.
Al liorzhour a lâr :
– Beñ, ni a zo tri breur, ha c’hwi, aotroù Roue, ho peus teir merc’h. Marteze ’vehe bet moaien dimp dimeziñ.
Diwar an deiz-se, ne vanke mann ebet ken, nag el liorzh, na war an daol, nag er yalc’h. Ur pezh friko bras a oa bet graet evit an eured, hag en doa padet ur miz, pe dost. Holl ganerien, holl sonerien hag holl gonterien ar vro... Pedet ’oac’h bet c’hwi ? Me ne oan ket bet evel-just, met ma mamm-gozh-kozh a oa bet pedet, ha hi he doa lakaet he fri un tammig re dost deus ar fornioù, ha tapet gant ar c’heginer ur pezh mell taol kloge.
Stagit ar c’hi deus fri ar big,
Ar big deus fri ar c’hi,
Ha chomit kement a garit
Da spiañ piv a lip piv,
Met mil poent eo din-me echuiñ.