Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar marc'hig du (kanaouenn)

Gant Gwalarn
Tennet eus Taboulin 17 : An hentoù-houarn + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 17 : An hentoù-houarn

Tennet eus ar c'hasedig Deus ganin embannet gant ar Bleun-Brug, 1985 (komzoù : Job an Irien, ton : Mikael Skouarneg).

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un tren bihan war an hent-houarn
Evit mont da skol al louarn
Ma marc'h du 'm eus livet ruz
E fri tougn zo chomet du.

Moged du ha ludu du
N'eo ket brav sachañ atav.
Pa vez tenn, n'hellan ket ken
Ma c'horn-boud neuze 'ra « toud »
Toud, toud, toud, toud !


Digompez eo ma hent-houarn
Re alies 'ra skol al louarn
Rak ma zad, pa c'hoari buan
A lak foll ma marc'h du bihan.

Moged du ha ludu du
N'eo ket brav sachañ atav.
Pa vez tenn, n'hellan ket ken
Ma c'horn-boud neuze 'ra « toud »
Toud, toud, toud, toud !


Bagonioù zo aet d'an traoñ
Ma marc'h du a ziroll, baoñ !
E gorn-boud zo chomet boud
Ne oar mui ober « toud, toud ».

Moged du ha ludu du
N'eo ket brav sachañ atav.
Pa vez tenn, n'hellan ket ken
Ma c'horn-boud neuze 'ra « toud »
Toud, toud, toud, toud !