• Gant dizanv
• Tennet eus Diouzhtu + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Diouzhtu
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me ’m eus un houad, houad glas,
N’eus houad glasoc’h ’barzh ar bed (2 w.)
An houad a ra « kwak ! kwak ! » (3 gw.)
Me ’m eus ur yarig, yarig wenn,
N’eus yarig gwennoc’h ’barzh ar bed (2 w.)
Ar yar a ra « kok ! kok ! » (3 gw.)
Me ’m eus ur vuoc’hig, vuoc’hig ruz,
N’eus buoc’hig rusoc’h ’barzh ar bed (2 w.)
Ar vuoc’h a ra « meuh ! meuh ! » (3 gw.)
Me ’m eus ur pemoc’h, pemoc’h lous,
N’eus pemoc’h lousoc’h ’barzh ar bed (2 w.)
Ar pemoc’h a ra « oc’h ! oc’h ! » (3 gw.)
Emaint holl o c’hoari ’barzh ar porzh,
O c’hoari hag o choual forzh (2 w.)
Hag an holl a ra « kwak kwak ! kok kok ! meuh meuh ! » (3 gw.)