• Gant dizanv
• Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora
Skrivet gant J.M. Salomon.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Demat ma dorn, da belec’h ’maout ’vont ?
War an daol ’maon ’vont, da gemer ur c’hreion.
Demat kreion, da belec’h ’maout ’vont ?
War ar c’haier ’maon ’vont, da dresañ ur ront.
Demat ront, da belec’h ’maout ’vont ?
Betek ar rivier ’maon ’vont, da dreuziñ ar pont.
Demat pont, da belec’h ’maout ’vont ?
Dreist al Leger ’maon ’vont, e kêr Lannuon.
Demat kêr Lannuon, da belec’h ’maout ’vont ?
Amañ e chomin, re skuizh on.